Devri

diframmañ

diframmañ

v.

I. V. tr. d.

A.

(1) Arracher, retirer avec violence.

●(1659) SCger 9a. arracher, tr. «diframa.» ●118b. tirer par force, tr. «difframa.» ●142b. difframa, tr. «oster par force.» ●(1732) GReg 52a. Arracher, separer, tirer avec effort, tr. «Diframma. pr. diframmet.»

●(1835) PHG 25. pa diframmas ar vourrevien he dilad divoarnean. ●(1850) MOY 266. Me a zifframmo gant joa dirazoc'h va dillat. ●(1876) TDE.BF 125a. Diframma, v. a., tr. «Arracher, disjoindre.»

●(1904) SKRS I 159. buhan-buhan ar golo a zo diframmet kuit. ●(1911) BUAZperrot 130. Ar pried, a ziframme an tamm eus genou he fried. ●792. hag e reas diframma o daoulagad ha trouc'ha o daouarn. ●(1919) TOBB 79. Goude e velan unan o tiframma an dor hag oc'h entreal.

(2) Déjoindre.

●(1732) GReg 259b. Dejoindre, tr. «diframma. pr. diframmet.» ●279a. Desunir, separer ce qui est joint ensemble, tr. «diframma.»

(3) Dépecer.

●(1838-1866) PRO.tj 173. Gant ar chass eo diframet.

(4) Diframmañ a-bezhioù : mettre en pièces.

●(1792) BD 3335. diframet veet abesio, tr. «Vous serez mis en pièces.»

B. sens fig.

(1) Faire un accroc à la réputation de qqn.

●(1925) FHAB Mezheven 228. diframma o nesa.

(2) Arracher (qqn) d'une foule, etc.

●(1907) PERS 224. he ziframma, koulz lavaret, a douez an dud. ●(1911) BUAZperrot 44. e ziframma eus a dre daouarn o enebourien.

(3) Ôter, enlever.

●(1911) BUAZperrot 92. Netra (…) ne ziframmo ac'hanout eus va memor.

(4) (en plt de la mort) Diframmañ digant : arracher à.

●(1900) MSJO 240. Doue ne zifen ket keuzi na voela d'an dud a ves diframet diganeomp gant ar maro.

(5) Diframmañ e vuhez digant ub. : ôter la vie à qqn.

●(1911) BUAZperrot 80. an hini a glaske diframma e vuez digant o mab.

II. V. intr.

(1) Sortir, s'extirper.

●(1882) BAR 263. an tan flamm a ziframe euz a gorf an den-ze.

(2) Sortir de ce qui maintient.

●(1869) SAG 139. Samson eta a lakeaz he ziou vreac'h e kroaz evit orjellat stard an daou biler, a ziframaz gant han.

III. V. pron. réfl. En em ziframmañ.

(1) En em ziframmañ a, eus : s'arracher de.

●(1854) MMM 107. ene ar paour qeas Ferdinand, beyet a grimou, a en em ziframas eus ar c'horf flêrius-se.

●(1902) PIGO I 51. a esae en em diframman a zivrec'h ar c'horf maro.

(2) En em ziframmañ diouzh : se débarrasser de.

●(1925) FHAB Meurzh 91. Biskoaz abaoe m'eman Breiz nasket gant ar Revolusion, n'he doa bet tu, evel hirio, d'en em ziframma diouz he ereou.

IV. Diframmañ gloan ha pitrouilhez digant ub. : voir gloan.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...