Devri

darempred .2

darempred .2

m. –où

(1) Êtres d'un lieu.

●(1732) GReg 378a. les êtres d'une maison, tr. «an darempred dre an ty.»

●(1904) DBFV 41a. darempred, m. pl. eu, tr. «êtres d'une maison.» ●(1927) GERI.Ern 91. darempred m., tr. «êtres d'une maison (V[annetais]).» ●(1929) EMPA 16. n'anavez ket an aod, na dreist-holl an darempred, dre eno, e-touez ar reier...

(2) Fréquentation (d'un lieu).

●(1839) BESquil 23. ul léh quen distro doh darimprèd er bed. ●29. ul léh aral pêl doh darimprèd en dud. ●(1869) FHB 248/308b. Baliou koant a zo greet evid an darempred hag evid pourmen. ●(18--) BAG 11. Eleac'h ne d'oa nep delempret, / E teuas da ober e retret.

●(1904) DBFV 41a. darempred, m. pl. eu, tr. «fréquentation.»

(3) Fréquentation (relations, rapport, commerce avec qqn).

●(1659) SCger 65a. hantise, tr. «darempret.»

●(1856) VNA 138. le commerce avec les autres peuples, tr. «en daremprèd guet er pobleu aral.» ●(1867) MGK 46. en em viret / Dioc'h fallagriez ann dud, na dioc'h ho darempred. ●(1870) MBR 312. va aked a zo bet atao, abaoue ma'z eo ganet, da ziwall anezhi dioc'h pep darempred fall.

●(1921) PGAZ 63. var evez var gomzou ho bugale, var ho oberiou ha var ho darempred.

►[au plur.] Relations différentes.

●(1857) CBF 119. enn ho darempredou pemdeziek, tr. «dans leurs rapports de tous les moments.»

●(1916) KZVr 157 - 05/03/16. adskoulma darempredou. ●(1921) PGAZ 52. an darempredou danjeruz.

(4) Kaout darempred gant ub. : avoir des relations avec qqn.

●(1894) BUZmornik 37. ne felle d'ezhan kaout darempred ebed gant ann heretiket.

●(1907) PERS 180. ne zalejont ket da gaout kals darempred gant an Aot. Person. ●305. ez eo red ive lavaret pegement a zarempred en doa, dre lizeri, gant tud (…).

(5) Ober e zarempred : fréquenter (un lieu).

●(1727) HB 203. Oc'h e lacât en unn andret / Ma rit muya ho tarempret.

(6) Occupations, allées et venues.

●(1934) GWAL 70/23. goude he darempredou mintin war-dro an ti.

(7) Ober darempred gant ub. : avoir des relations avec qqn.

●(1907) AVKA 43. Ar Judevien na reont darempred ebed gan ar Samaritanet ! ●(1916) KANNlandunvez 58/413. ne rit darempred ebet gantho nemed mar bez izoum ha mar bez red.

(8) Aes an darempred : où il est facile d'aller, d'accès facile.

●(1939) MGGD 62. En eur porz-mor frank hag aes an darempred anezañ.

(9) Chemin habituellement fréquenté, de servitude.

●(1910-1915) CTPV i 160. ir méz a men dalepred, tr. «hors de mon chemin habituel.»

●(1927) GERI.Ern 91. darempred m., tr. «chemin de servitude.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...