f. –ioù
I.
(1) Odeur.
●(1557) B I 500. pan santaff an huez anezaff, am holl ancquen em retren, tr. «quand je sens son agréable odeur, je suis dégagée de tous mes maux.» ●(1633) Nom 63a. Vinum fragans, odoratum, flos liberi : vin de bonne odeur, sentant bon : guin á chuez mat. ●160b. Vas incrustare : oindre le verre auec chose de bonne odeur : frottaff an guez ren (lire : guezren) gant vn dra bennac á huez mat.
●(1659) SCger 85a. odeur, tr. «c'huez.» ●109b. senteur, tr. «c'huez.» ●(1710) IN I 290. ar re o devez debret eus a ul lousaouen galvet an Angelic, a vez ato ur c'huez douç hac ar (sic) agreabl gant o alan. ●(1732) GReg 632b. Il sent le moisi, tr. «C'huëz al louëd a so gandhâ.» ●(1774) AC 42. n'en deus n'a liou, n'a c'hoës, tr. «il est sans couleur, sans odeur.»
●(1854) MMM 81. Un den maro a laosq c'huës fall partout en dro desân. ●(1866) BOM 26. C'houez ar poultr a zo c'hoaz gant-he. ●(1867) MGK 88. Eul louzaouen c'houez kre. ●(1868) FHB 170/109b. c'houez an teil, ar bezel ho d'euz bresset en hor c'hreier. ●(1878) EKG II 300. c'houez ar muntr, c'houez ar goad a ioa gant-han… ●(1879) MGZ 222. lousier a c'houez vad. ●(1879) BMN 298. c'huez vad a gleve ganthan. ●(1889) SFA 33. Eur c'houez euz ar re bounnerra a zo ive gant an dud lor.
●(1902) PIGO I 32. Herri a zonjaz an nevoa [ar c'hi] zantet eur c'houez. ●(1912) FHAB C'hwevrer 34-35. eur c'houez ken pounner a deue dioutan ma oa eun donjer beza var e dro. ●(1929) MANO 146. c'houez vat evel ar balsam.
(2) C'hwezh an dision : très mauvaise odeur, infection.
●(1896) GMB 327. Pet[it] Trég[uier] C'houez ën dision, tr. «une odeur horrible, du fr. malédiction.»
(3) C'hwezh ar foec'h : très mauvaise odeur, infection.
●(1919) BUBR 2/41. eur vogeden c'hlas teo ha put, c'houez ar foec'h ganti.
(4) C'hwezh ar foeltr : très mauvaise odeur, infection.
●(17--) EN 2360. hues ar foeld sou aman, tr. «il y a une fichue odeur ici.»
●(1895) GMB 243. Pet[it] Trég[uier] c'houéz eur voeltr, horrible odeur, et aussi c'houéz eur voegnq, de *voent, cf. ignq ils sont, etc.
●(1905) BOBL 28 janvier 19/1b. c'houez ar foeltr 'zo ebarz ar ruiou, e-lec'h a van an dour da vreina.
(5) C'hwezh an nondedie : très mauvaise odeur, infection.
●(1969) BAHE 62/51. C'hwez an nondédïe a zo gand ar rouler-mañ. ●(1975) BAHE 87/12. c'hwez an nondedïe a oa ganti.
(6) Na vezañ c’hwezh ar fouled gant : ne pas être précipité par.
●(1935) ANTO 72. eun traouilh hag a zo pell diouz beza siferniet, ha diouz beza c’houez ar foulet gantañ. ●(1935) BREI 431/2d. breman hon eus klevet anezi o lenn eur bajenn ha na oa ket « c’houez ar fouled » ganti, evel a lâre egile.
(7) fam. (Plt d’un navire) Na vezañ c’hwezh ar sifern gant udb. : ne pas être poussif.
●(1965) BRUD 20/14. Me a lavar deoh ne oa ket c’houez ar sifern gant ar vatimant-ze, na ne oa.
(8) Klevet c’hwezh : sentir.
●(1907) PERS 330. klevet c’houez fall.
(9) sens fig. Klevet ar c’hwezh eus : se rendre compte de (la présence de qnn).
●(1847) FVR 265. ha great a oe ann eured hep na glevaz ar baleerien c’houes ebed euz anezhan. ●267. Eur c’halvez pehini a laboure enn ti, a glevaz, eunn deiz, c’houes euz ar gudoned-ma.
II.
(1) Bezañ c'hwezh ar rost // Bezañ c'hwezh ar suilhed : les choses ont mauvaise allure.
●(1878) EKG II 37 (L) L. Inisan. Asa ! eme-ve, dre aman euz c'houez ar rost !
●(1962) BRUD 16/27 (T) E. ar Barzhig. Ma, an tôl-mañ ez eus c'hwez ar zuillet gand an afer, sur on euz ma jeu, eme ar paourkêz...
(2) Na vezañ c'hwezh ar sifern gant : voir sifern.
(3) Na vezañ c’hwezh ar preñved gant udb. : voir preñv.