coll.
I.
(1) (entomologie) Puces.
●(1659) SCger 99a. pulce, tr. «c'hoen, p c'hoenanen.» ●(1732) GReg 764a. petit insecte qui mord, & qui saute 200 fois la hauteur de son petit corps, par sa vertu élastique, tr. «C'hoënenn. c'hoaneñ. p. c'hoënn. Van[netois] huënenn. p. huënn.» ●(1744) L'Arm 313b. Des[puces], tr. «Huênn. m.» ●(1790) MG 223. n'ou pehai degassét gueneoh meit leu ha huèn.
●(1838) CGK 9. Bremâ ne rân quen chaçze / Mert dar c'hoënn deus va guele. ●(1876) TDE.BF 88a. C'hoanenn, s. f., tr. «Puce, insecte ; pl. c'hoenn, masculin.»
●(1927) GERI.Ern 83. c'houen, V[annetais] huen col., tr. «Puces, sg. c'houenenn, c'hoanenn.»
(2) Brouder c'hwen : surnom de tailleur.
●(1866) BOM 34. Koz kemenerig ! brouder c'hoen.
(3) (botanique) Louzaouenn-ar-c'hwen : pouliot Mentha pulegium.
●(1633) Nom 91b. Psyllium, pulicaris herba : herbe à puces : pouliet, lousaoüen ouz á chuen.
●(1732) GReg 491b. L'herbe aux puces, du pouliot, tr. «lousaouënn ar c'huënn.»
●(1933) OALD 45/213. Louzaouen ar c'hoenn, tr. « Ment pouliot.»
II.
(1) Lakaat c'hwen e loeroù ub. : faire peur à qqn, le rendre inquiet.
●(1908) PIGO II 75 (T) E. ar Moal. Me 'm eus bet, breman zouden, eur bilhed-vot, hag a zo barrek da lakat c'houenn en lêrou unan bennak.
(2) (Klevet, santout) c'hwen en e loerou : avoir peur, être inquiet.
●(1909) NOAR 21 (L) K. ar Prat. Aotrou Lanveog a glevas c'houen en e lerou. ●(1910) FHAB 359 (L) K. ar Prat. Ha brema, evel eur perrok, e tibunit ho kuden bep gwech ma klevit c'houenn en ho lerou, hep ma c'houfec'h marteze petra zo a loustoni dindan ar vantel a gemerit. ●(1931) VALL 322. Avoir une frousse intense, tr. F. Vallée «kaout c'houenn en e loerou popul.» ●(1935) ANTO 48 (T) *Paotr Juluen. Daoust 'ta ma santen eun tammig ar c'houen em loerou...
(3) Nebeutaet ar c'hwen en e loeroù : être rasséréner.
●(1935) ANTO 72 (T) *Paotr Juluen. Dinec'het gantañ ar paotr, ha nebeutaet ar c'houen en e loerou, an Tad en em lakeas adarre da bateri.
(4) (Bezañ, sevel) c'hwen en e loeroù : avoir peur, être inquiet.
●(1914) MAEV 192 (L) K. ar Prat. Ne lavarin ket d'eoc'h ez oun eun den dispont e pep darvoud : anzav a ran e savas c'houenn em lerou ha me skarra ac'hano an dilloa ma c'hellis. ●(1928) FHAB 86 S. Viol. P'eo bet goulennet ganen ober d'eoc'h eun tamm prezegenn oun bet laket nec'het; c'houen a zavas em lerou, hag e sonjen : gwelloc'h 'vije ganen ober eun dervez arat. ●(1962) TDBP II 75 (T). C'hwenn a zo en e loerou, tr. J. Gros «il y a des puces dans ses bas (il a des ennuis, des tracas).» ●(1970) BHAF 104 (T) E. ar Barzhig. Med kement a anzav eeun ar wirionez, Ifig 'n Aodre, ar furra outo o-daou, e oa c'hwen en e loerou o soñjal en Alamanted, rag deut e oa an eur d'en em glenka. ●117. Goude koan, em-oa garzennet eur pennadig evel ar re all, med n'edon ket war ma zu mad ha c'hwen a oa em loerou, doan din gweled Alamaned oh erruoud e-kreiz ar jolori.
(5) (Bezañ, sevel) c'hwen en e loeroù :
●(1877) EKG II 236 (L) L. Inisan. Evit komz er c'his-ze, araok mont kuit, ar c'holonel a ranke beza c'hoenn enn he lerou. ●322. Ar Berthou a en em zestumaz buanna ma c'hellaz, hag a ioa o vont kuit mezek meurbed, ha c'hoenn enn he lerou, va c'hredi a c'hellit.
●(1970) BHAF 142 (T) E. ar Barzhig. Gwir eo, ne seblante ket an Alamaned klask ahanom, re a c'hwen en o loerou, peogwir e teu d'ar mare kelou euz dilestradeg meur an Normandi.
(6) (Bezañ, sevel) c'hwen en e loeroù : remuer.
●(1911) RIBR 84 (L) K. ar Prat. «An nep piou bennak en deus lazet ar peulvan en devo merc'h ar roue da bried.» / Setu ma savas c'houenn e lerou an dud.
(7) (Bezañ, sevel) c'hwen en e loeroù : avoir la puce à l’oreille.
●(1890) MOA 224 (L). Avoir la puce à l'oreille, tr. J. Moal «kaout c'houenn enn he lerou.»
●(1931) VALL 603. Avoir la puce à l'oreille, tr. F. Vallée «kaout c'houen en e loerou.»
(8) Kaout ur c'hwenenn en e loer : être gêné par qque chose.
●(1912) MELU XI 340. Hénnez en eus eur c'hoenen en e loer, tr. E. Ernault «quelque chose le gêne.»
(9) (Boueta, magañ) ar c'hwen : dormir.
●(1910) MAKE 27 E. Crocq. An heol oa uhel hag e oant c'hoaz o voueta ar c'hoenn dindan o golc'hedou pell… ●(1911) DIHU 74/343 (G) *Job en Drouz-vor. Pen mordoseg ! Hañni ne za da varhatat; hañni. Guel é geté chom de vagein ou huen !... ●(1925) FHAB Ebrel 136 (L) Loeiz ar Floc'h. Chom da domma he liseriou ha da vaga c'hoenn en he gwele. ●(1957) AMAH 40-41 (T) *Jarl Priel. Ha divorc'hed e chomen er gêr da vagañ c'hwenn war va gwele.
(10) Hejañ ar c'hwen : danser.
●(1912) MMKE 164 (Ku) F. Kadored. Ha pad eu eur c’hoz treuhek, gant eun tog war e benn, / Da glask unan er blokad evit hinjal he c’houen. ●(1929) MKRN 19 (K) P. Martin. hijal o c’huenn dirak ti Rodalleg, tr. «secouer leur puces devant la maison de Rodallec.» ●(1935) ANTO 163 (T) *Paotr Juluen. Kalz yac'husoc'h, chom brao ha sioul er gêr, eget mont du-mañ ha du-hont, krog ar big er skouarn, da redek an hentou-treuz pe da heja ar c'houen, war leurenn pe abadenn, ouz son lubrik ar «Jas» pe «Bigano» lous an diaoul, eun heug, ya, o c'hlevout, pe gollin-me ma ano.
(11) Klask c'hwen e chaosoù, loeroù ub. : défier.
●(1912) DIHU 89/167 (G) *Lénour. Ur Breihad gredus é, ter un tammig ha nen dé ket braù monet de glah huen én é chaucheu ! ●(1978) LLMM 186/14 (T) E. ar Barzhig. An aotrou Gwazmat (...) a veze krignet alies e reor gant un dra bennak - a oa krog da glask c'hwen e loeroù a re gozh abalamour d'ar «bodadegoù».
(12) Lakaat c'hwen e chaosoù ub. : gêner qqn.
●(1912) RVUm 240 (Gu). Me lakei huen én hou chaucheu, tr. P. ar Gov «Je mettrai des puces dans vos guêtres.» ●(1941) DIHU 357/227 (G) L. Herrioù. Goulen e hramb get hor heneiled, skriù demb aben a pe za dehé gouiet treu sord-sé, aveit ma helleemb «lakat huén é chaocheu» en teadeu fal-sé.
(13) Bout c'hwen en e chaosoù : être gêné.
●(1941 DIHU 361/290 ) (G) I. Klodig. Ha ! Ha ! Péchans éh es huen é chaocheu el lapous, a pe za hoant dehon klask sekour er relijion.
(14) Bout lakaet c'hwen en e skouarn : avoir la puce à l’oreille.
●(1941 DIHU 359/266 ) (G) T. Pabu. Er boulom Gelam, 60 vlé dehon, e oè bet lakeit huén én é skoarn er prantadeu kent.
(15) Lakaat c'hwen e divskouarn ub. : gêner qqn.
●(1790) MG 109 (G) I. Marion. Me hoær, hui e hoès laqueit huèn ém discoharn.
(16) Strilhañ e c'hwen : se lever.
●(1910) MAKE 62 E. Crocq. Deut e oa ar poent evit pôtred Konforz da zilammat er-maez eus o gweleou da strilha o c'hoen.