v. tr. d.
I.
A. [compl. : qqn]
(1) Conduire, guider.
●(1916) KZVr 151 - 23/01/16. Bleina, tr. «conduire, marcher devant.»
►absol.
●(1900) MSJO 39. An hini a oa o vleina.
(2) Bleinañ ub. en hent : guider qqn dans le chemin (de).
●(1877) BSA 142. heuill lezenn eun Doue a c'houie blenia an dud (…) en hent ruz ar vertuziou kristen. ●(1882) BAR 221. Eur c'honfessour mad ho devoe cavet d'ho bleina e hent ar zantelez.
(3) Bleinañ ub. da. : guider qqn vers.
●(1900) MSJO 153. o vleina ac'hanomp d'an Eürusted.
B. [compl. qqc.]
(1) Guider (un voyage).
●(18--) SAQ I 99. bleina mad hon treuz varzu an Eternite.
(2) Conduire (un véhicule).
●(1941) ARVR 3/3a. ouz e rod-vlenia. ●(1974) SKVT III 18. a-zindan ar rod-bleniañ, er c'harrtan.
II. sens fig.
(1) Diriger, gérer (une organisation, etc.).
●(1867) FHB 142/300b. Skol Kerouazec a zo dalc'het ha bleinet gant an Aotrou Loiz Kerjegu. ●(1889) SFA 186. Goude beza lakeat ar Breur Eli da vleina an Urz enn he leac'h.
●(1907) FHAB Eost 167. bleïna ar syndicat. ●(1925) KANNgwital 274/2. al lidou a vo bleinet gant : An Ao. Duparc, Eskob Kemper ha Leon.
(2) Bleinañ e vuhez =
●(1906) KANngalon C'hwevrer 29. keit ha ne vez ket ar vugale en oad da vleina ho unan ho buez gant furnez.
(3) Bleinañ e vuhez diouzh : régler sa vie d'après.
●(1931) KANNgwital 339/22. Ra zeui pephini da lakat doun en e spered ar gelennadurez-se a zo difazi, ha da vleina goudeze e vuez diouthi.
(4) =
●(1906) KANngalon C'hwevrer 32. Bleina, manea eun ene n'eo ket tra eaz.