m. –où
I.
(1) Position assise, session.
●(1927) GERI.Ern 33. azez m., tr. «Etat d'être assis»
(2) War e azez, e azezoù, e azezig : assis.
●(1889) ISV 134. eur c'hoar en he c'hichen evit he delc'her var he azez. ●(1896) HIS 68. berpet ar é azé ital en nor.
●(1904) DBFV 15a. é azé, s., tr. «(sur) son séant.» ●(1905) HFBI 560. var va azés, dirac ar prénestr. ●(1910) FHAB Meurzh 110. eun aotrou varnan var e azez. ●(1912) BUAZpermoal 543. e teuio adarre, war e azeig, da c'hortoz eur begad all. ●(1920) LZBl Gouere 344. Sevel a reont var ho azeo. ●(1955) STBJ 139. e savas war o azezou ar re o devoa c'hoaz eun tammig nerz. ●(1964) ABRO 86. Deuet e oa nerzh a-walc'h d'an den gouez d'en em lakaat war e azezoù. ●(1990) MARV II 12. (Plouider) Sevel a ra war va azez da dufal.
(3) En e azez : assis.
●(1934) FHAB Gouere 279. ar Werc'hez en he azez.
(4) Ober un azez : s'asseoir.
●(1872) ROU 89b. S'asseoir un instant, tr. «Ober un azezic.» ●(1880) SAB 26. Un azez, un ean am euz gret.
●(1914) KZVr 66 - 07/06/14. Grit eun azezig, tr. «asseyez-vous un peu.»
(5) Lakaat un azez : s'asseoir.
●(1904) CDFi janvier-février. Deuit da lakaat eun azez, mignoned. (d'après KBSA 29). ●(1906) BOBL 20 janvier 70/2e. Laka eun azez. Naoun ec'h euz, kredabl. ●(1955) STBJ 19. Daoust da ze e lakeas eun azez war eur mên. ●64. War-lerc'h ar pred e lakeent eun azez en dro d'an oaled. ●(1958) BRUD 3/34. lakait eun azez da gemered eur banned sistr. ●(1981) ANTR 110. peded da ober eun azez.
II.
(1) Ober e azez : s'établir.
●(1910) MBJL 17. E keit ha ma rê Frakan ha Rigal o aze en têrouer ar Gouet, e tivore sant Budok.
(2) [au plur.] (architecture) Azezoù : Fondations.
●(1907) AVKA 201. o fellout dehan sevel un tour (...) goude bea paozeet an azeo.