m. –où
(1) Veillée funèbre.
●(1891) MAA 11. Al leor-ma a zo mad, neket ebken evit miz du ; mad eo ive da veza lennet enn arvestou. ●130. Pegen trist ne deo ket guelet iniennou o vont d'an arvestou evel d'eun ebat !
●(1921) PGAZ 20. epad an arvezt dirag an dud varo. ●(1924) FHAB C'hwevrer 65. hi eo a zibabe al leoriou santel a veze lennet e-pad an arvest. ●(1985) AMRZ 26. Gweled a ran c'hoaz an «arvest» pe an «noz-veill».
(2) Spectacle.
●(1732) GReg 793b. Regarder quelque spectacle, tr. «sellet oud arvestou.» ●809a. Representer un spectacle, tr. «Rei un arvest d'ar bopl.» ●885b. Spectacle, objet extraordinaire qui attire les regards, tr. «Arvest. p. arvestou.» ●Aller aux spectacles, tr. «Redecq d'an arvestou.»
●(1834) SIM 112. Ur seurt arvest abominabl. ●180. en em livra da ur seurt arvest. ●(1868) KMM 144. pa chouman didruez dirag un arvest ken esclammuz ! ●(1872) ROU 104a. Le cœur se fend à la vue de tels spectacles, tr. «Ranna ar galon ouz ar seurt arvestou.»
●(1919) BUBR 3/65. Me a chomfe a-hed a noz da zellet ouz eun arvest ker kaer. ●(1927) GERI.Ern 26. arvest m., tr. «Spectacle.» ●(1963) LLMM 99/264. gant aon rak tremen hep gwelout un arvest eus an dibab.
(3) (au théâtre) Acte.
●(1911) BZIZ 145. trajedien en 5 arvest. ●(1925) FHAB Gwengolo 327. adalek an arvest kentan. ●(1970) BRUD 35-36/146. Rag n’eo ket arvestou a zo er gont, na zoken taolennou da lavaroud mad, heuliadou-c’hoari ne lavaran ket.
(4) Examen, regards que l'on porte sur qqn (pour deviner ses intentions, etc.).
●(1878) EKG II 150. An arvest ne oue ket hirr ; eun taol lagad a zizoloaz d'ar c'habiten goeled kaloun ar c'here.
(5) Attention.
●(1834) KKK 38. d'hen selaou gand arvest.
●(1902) MBKJ 109. Ma en em lakeomp gant eun tamm evez hag arvest ec'hars ar groaz.
(6) [au plur.] = (?) ardoù (?).
●(18--) CST 38. Kaer en doa ober arvestou ha sellet flour ouz ar re a deue hag a yae, nikun ne rae van...