Devri

anez

anez

prép., adv. & conj.

I. Prép.

(1) N'était-ce.

(1900) MSJO 106. Beuzet oa anes unan eus he gamaraded a c'hellas her savetei evel dre virakl. ●(1907) PERS 231. me a ve eürusa den zo var an douar, anez ar zonj e rankin mont dirak Doue. 301. Anez he c'hovesour e vije bet, marteze, flemmet epad an noz.

(2) [devant un v.] À moins de, sans.

(1710) IN I 20. ne ouffemp quet coumbati outo anes o guelet, nac o zrec'hi, anes o rancontr.

(1867) MGK 4. ann den ne ve fureat, / Anez gant marvaillou he gelenna er-vad. ●(1876) TDE.BF 13a. Sans travailler vous n'aurez rien, tr. «n'ho pezo tamm anez labourat tenn.»

(1900) MSJO 119. rag, anes beza Doue, n'en dije ket gallet hor savetei. ●(1907) AVKA 120. ne rae ket kalz tra anez bea klevet ganthan. ●(1927) GERI.Ern 18. anez ober, tr. «à moins de faire.»

(3) local. [devant un v.] Sans.

(1952) LLMM 34/46. (Douarnenez) Nes. Hep a zo dianav : nes a vez implijet atav. Nes gweler anezhañ. Nes dihuniñ. Ne vez implijet nes nemet dirak un anv-verb.

II. Adv.

(1) [devant la part. v. «e, ne»] Sans cela.

(1857) CBF 72. Arabat eo lakaat harp ann eil torz oc'h eben, anez ec'h afedchent, tr. «Il ne faut pas mettre les pains à se toucher, sans cela elles auront des baisures.» ●(1870) MBR 172. ar jeant en deuz aoun ar maro ra-z-oud, anez e vije bet eat d'he gastell.

(1900) MSJO 162. anes, n'eus silvidiges ebet evidomp. ●(1907) PERS 339. Ha c'hoaz Doue (...) a vir ouzin d'en em anaout mad, anez e kouesfen en dizesper. ●(1913) KZVr 30 - 28/09/13. Anez, tr. «sans cela. Léon.» ●(1926) ARVG (niv 7 gouere) 146. N’eman ken ar c’houlz anez az tije gallet dastum boulou dero.

►absol.

(1869) FHB 210/2a. ne vije bet marteze nag anavezet na dizoloet nicun anezho anez. ●(1878) EKG II 49. Deuit da rei sikour d'an nep en deuz poan hag a varvo aman anez.

(1912) KANNjuch Meurzh 3/22. ar pes na raffemp ket anez.

(2) Loc. adv. Anez da se, anez se : sans cela.

(1893) IAI 197. anez da ze, n'o dije ket ellet tostâd.

(1907) PERS 224. anez da ze n'helje ket mont penn-da-benn. ●(1911) BUAZperrot 793. Anez da-ze e vezo koll diouz an diou gostezen. ●(1913) KZVr 30 - 28/09/13. anez-ze, tr. «sans cela. Léon.» ●(1927) CONS 1048. Diwallet da sellout ouz eur bugel ha da lavarout : « Pebez bugel koant ! » hep lavarout raktal goude « Doue d’en benigo ! » A nez se c’houi o peus graët eur « bugel c’hoantaet ». ●(1935) BREI 396/2c. anez se, eo pladet stal al labourer. ●(1963) LLMM 99/264. Tec’h alese, emezañ, penn bastard a zo ac’hanout ; anez-se e tennin warnout.

III. Loc. conj. Anez ma : si ce n'est que.

(1867) MGK 18. hag anez m'oa edro, / Anez ma e doa c'hoant mont da welet ar vro. ●(1893) IAI 3. ar bed oll a vije bet kollet da viken, anez ma teuas Doue da gaout truez ouzomp. 134. Anez ma teuas Doue da gaout truez ouz he Iliz, e vije bet kollet enn dro-ma.

(1907) PERS 333. Anez ma kaver, bep an amzer, eneou kaër ha zantel. ●(1913) KZVr 30 - 28/09/13. anez ma, tr. «sinon que. Léon.» ●(1927) GERI.Ern 18. anez ma ve, tr. «s'il n'est pas, à moins qu'il ne soit.»

►[form. comb.]

S3m anez dezhañ

(1907) AVKA 1. hag anez dehan n'eus netra c'hraet e gement a zo bet graet.

P2 anez deoc'h

(1854) MMM 184. pere, anes-doc'h, ho divige perseveret e graç Doué. ●(1869) SAG 290. anez d'oc'h n'on devije morse her c'homprenet. ●(1870) MBR 170. anez-d-hoc'h-c'houi, me ioa va c'hroc'henn o sec'ha.

(1924) FHAB Kerzu 456. Anez d'eoc'h c'houi e vijen bet eur gorzenn wak.

►[form. conju.]

P1 anezomp

(1872) GAM 55. ann Itali dinatur, n'oa netra anez omp-ni.

P2 anezoc'h

(1913) KZVr 30 - 28/09/13. anezoc'h, tr. «sans vous.» ●(1985) AMRZ 226. A-nezoh-c'hwi e vije bet manket eun dra bennak.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...