Devri

amzer .1

amzer .1

m. & adv. –ioù emploi temp.

I. M.

(1) Le temps qui passe.

(1499) Ca 7b. Amser. g. temps. l. hoc tempus. oris.

(c.1680) NG 436-437. De gauet en amser / De ober pinigen. ●319. Me yei en ber amzer. ●576. En amser dreminet.

(1862) JKS 4. n'euz eno nemet amzer gollet ha fazi.

(1912) MMKE xv. daoust d'an amzeriou diez. ●(1924) BILZbubr 38/843. Hag evel-se a dremene an amzer pa vije divalo.

(2) Amzer servij, soudard : service militaire.

(1908) KMAF 56. pa vo great da amzer-soudard ganit. ●(1910) MAKE 20. egiz kanolier war vor en doa great e amzer-servij. ●(1915) MMED 276. oc'h ober ho amzer zoudard. ●(1935) BREI 402/2d. d'ober e amzer servij. ●(1921) PGAZ 84. n'o doa ket great ho amzer soudard. ●(1975) YABA 17.05. komz (…) ag o amzér servij.

►absol.

(1860) BAL vii. ur zoudard, prest da echui e amzer.

(1908) KMAF 46. Eun niz d'in a zo bet eno pa oa gant e amzer war vor. ●(1955) STBJ 38. ar re-mañ, grêt ganto o amzer, her c'hemeras evit eur bleu.

(3) Saison.

(1659) SCger 107b. les 4 saisons, tr. «ar peuar amser.» ●(1744) L'Arm 346b. Les 4 saisons, tr. «Er pedair amzér

(1932) ALMA 147. Ar bloaz, rannet breman e pevar amzer.

(4) absol. Gestation.

(1907) AVKA 9. Achu hec'h amzer ganthi, Elisabeth a c'hanas ur mab.

(5) absol. Terme de la gestation.

(1915) MMED 180. Mari, he bried, a ioa var-nez beza mam : epad ma oant eno ho daou, e teuas he amzer.

(6) Debriñ e amzer : perdre son temps.

(1957) BRUD 1/109. Traou a netra mad da zuna arhant diwarnom ha da lakaad ahanout da zebri da amzer.

(7) Vie, jours.

(c.1680) NG 1309. Er fin a hon amzer.

(1860) BAL 46. aman em euz sonj da choum ar rest eus va amzer.

(8) An amzer wechall : le temps jadis, du temps jadis.

(1912) MMKE x. mouez Barzed an amzer gwechall. ●(1926) FHAB Here 372. derc'hel mat ato da c'hiziou mat an amzer wechall. ●(1936) IVGA 45. bougreed an amzer wechall.

(9) An amzer vremañ : le temps présent.

(1905) KANngalon Here 514. ma 'c'h avesaomp ouz an amzer vrema. ●(1908) KMAF 10. Dampret vo va ene, ma n'eo ket diwar an diaoul koz an holl zervicherien a zo en amzer-vreman !

(10) [au plur.] Menstrues.

(1659) SCger 58a. fleurs des femmes, tr. «amseriou

(1904) DBFV 6b. amzérieu, tr. «menstrues.»

(11) (religion) Ar bevare, pevare amzer : le quatrième (des Quatre Temps).

(1911) SKRS II 243. Epad ar c'horaïz, da zadourn ar Bevare Amzer, (ar c'hotuerou).

(12) Itron Varia an amzer : le temps qui passe.

(1981) ANTR 6. Fur a-walh int o daou evid lezel Itron Varia an Amzer, evel ma leverer, da ober he labour war he 'fouezig.

(13) Dre an amzer a ra : par les temps qui courent.

(1878) EKG II 221. Me a c'hoar ervad ne ket brao doare an dud vad dre an amzer a ra, abalamour da-ze lavarit d'ign petra a glaskit ha me a zikouro ac'hnaoc'h da zont a-benn euz ho mennoz.

(14) Amzer diwezhañ : (la) fin de la vie.

(1869) SAG 256. en ho amzer diveza.

(15) (grammaire) Temps.

(c.1501) Donoet 17-21. Pet amser so en uerbum ? tri., tr. « Combien de temps y a-t-il dans le verbe ? Trois »

II. Loc. adv.

(1) An amzer eus an amzer : les trois-quarts du temps.

(1910) MAKE 20. rag an amzer eus an amzer ne gleve ket petra felle d'e everien kaout.

(2) Bep un amzer : de temps en temps.

(1874) FHB 479/70b. Bep eun amzer an dra-ma pe an dra-hont a roe leac'h da vrudaillou divar he benn. ●(1893) IAI 3. d'ar Brofeted a zigase bep eun amzer var an douar.

(3) Bep en amzer : de temps en temps.

(1860) BAL 20. sevel bep-en-amzer an daoulagad divar al levr. ●212. Evelse, ez ea bep-en-amzer da Gastel. ●(1868) KMM 263. ur boan pe boan a gemeront, bep-en-amzer. ●(1889) ISV 483. bep en amzer en em gaf eun den ijinuz avoalc'h evit rei kentel dezho.

(1904) SKRS I 163. Eun dra vad eo sonjal er maro, da vianan bep en amzer. ●(1911) SKRS II 71. a glever oc'h embann bep en amzer eo achu gant an Iliz. ●(1915) MMED 364. pedi bep en amzer evit distro ar bec'herien.

(4) Bep an amzer : de temps en temps.

(1904) SKRS I 160. Mad eo ive, bep an amzer da viana, ober eur zell ouz buez ar Verc'hez Vari. ●(1907) PERS 333. Anez ma kaver, bep an amzer, eneou kaër ha zantel. ●(1908) FHAB Eost 236. eur bochad tud yaouank, en em vod bep an amzer, hag a laka o gouiziegez e boutin.

(5) Amzer zo bet : fut un temps.

(1847) FVR 71. Me, Aotrou, me zo bet eur paotr, amzer zo bet. ●(1868) KMM 100. Er jardinic-se, amzer zo bet, oa ur vezennic. ●(1869) FHB 228/150a-b. Amzer a zo bet, hag an amzer-ze ne ma ket c'hoaz pell diouz-om. ●(1880) SAB 8. keuz am euz ive da veza, amzer zo bet, gret poan d'am (...). ●25. Amzer zo bet, en ur vro, en eur ober scol d'ar vugale, e vize gret ar goulenn-ma dezo. ●50. al levriou coz a oa, amzer zo bet, etre daouarn ar gristennien. ●75. evel amzer zo bet betec a nevez.

(1909) FHAB Ebrel 115. eur barrez ker bras, ken kaer, brudet dre e feiz, amzer zo bet. ●(1911) BUAZperrot 20. abalamour m'o deus great re a faë, amzer zo bet, war mouez an Aotrou Doue.

(6) Kozh-amzer : il y a très longtemps.

(1962) TDBP II 17. Abaoe a zo koz amzer, tr. «depuis, il y a très longtemps.»

(7) Amzer gwezhall : autrefois, jadis.

(1911) SKRS II 196. Ar bayaned zoken, amzer guechall, a ioa kustum da bedi ho doueou faoz.

(8) Etre daou benn an amzer : tout le temps.

(1868) KMM 255. Trist eo en em gaout vardro un den clanv ha na veler, etre daou benn an amzer, chapeled ebed ganta en e zorn. ●(1869) FHB 207/403a. a ra ar c'harotez, an avalou douar, ho oll magadurez etre daou benn an amzer.

(9) A-hed an holl amzer : tout le temps.

(1915) MMED 140. pa'z eo guir e veve en he c'hichen hed an oll amzer.

(10) Amzer da amzer : de temps en temps.

(1869) FHB 234/196b. hag amzer d'amzer e welemp eur chapelet enn ho dorn.

(11) A amzer da amzer : de temps en temps.

(1854) MMM 16. renêvesit goude-se oc'h offranç a amser da amser var an deis.

(12) Abaoe pell amzer bras : depuis très très longtemps.

(1835) AMV 22. Ar beden-se a so bet, abaoue pell amser bras, etablisset en Ilis evit trugaercât Doue.

(13) E berr amzer : en peu de temps.

(1530) J p. 17. Ha sellomp moean ha manier / En berr amser da quemeret / Iesus, tr. «cherchons le moyen et la manière de prendre promptement Jésus.» ●(1557) B I 684. En berr amser cret seder ez meruy / A un maru yen gant ancquen heb quen bry, tr. «sache bien que tu vas mourir (…) sans égard, d'une mort pleine d'angoisse.»

(1870) MBR 8. ma par roue a zeuaz da veza gwiziek e berr amzer.

(1902) MBKJ 203. da zevel e berr amzer, eunn ene beteg ann huela santelez. ●(1935) FHAB C'hwevrer 53. e c'hounezer enno arc'hant bras, e berr amzer, gant aes war ar c'horf.

(14) Ur berrig amzer : un court laps de temps.

(1767) ISpour 291. ma n'enn dé meit ur beriq-amzér. ●(1790) Ismar 307. ma ne vai meid ur berriq amzér.

(1925) SFKH 18. É korv ur berrig amzér é mant é toul dor ou mestr.

(15) En amzer-mañ ha'n amzer : à telle ou telle époque.

(1621) Mc 5. Ma Tat diuezaff ma gris confession, voue en amser man han amser.

(16) A-bep un amzer : de temps en temps.

(1905) BOBL 16 décembre 65/1a. el leac'h ma weler, a bep eun amzer, milliardou a gilleien-raden.

(17) A-bep-amzer : de tous temps.

(1576) Gk I 244. A so benniguet entré an oll groaguez à pep amser. ●(1612) Cnf 28a [lire : 38a]. an den à armou, ha soudard pe-heny à so en è seruig à bep amser.

(1852) MML 99. destinet a bep amser evit bean Mam da Zoue. ●(1864) SMM 108. A bep amzer ez eus bet eur sourci bras eus ar c'horfou maro. ●(18--) CST 87. her gouzout a rit, a bep amzer, an dud-ze a vez laosket evel chas...

(1906) KPSA 55-56. n'ez euz den all ebed nemet ar Werc'hez Santel hag a ve bet, a beb amzer, dibec'h dirak Doue. ●(1915) MMED 378. Ar Verc'hez Vari, choazet gant Doue a bep amzer.

(18) Abaoe pell amzer : depuis très lontemps.

(1882) BAR 213. eur chapel benag (...) savet abaoe pell amzer, int deuet da zispenn gant ar gozni, hag eo red ho fenselia.

(1936) BREI 453/3b. Ar bed a zo skuiz o klevet ar Frans oc'h ambren dalc'hmad war digare e vije riskl eviti. E Bro-Saoz, e oar «tazennet» gant se, abaoe pell amzer.

(19) Abaoe keit amzer : depuis si longtemps.

(1868) FHB 177/163b. Perak neuze 'ta neuz menek ebed anezhan abaoue keit amzer ?

(20) Ur wech an amzer, en amzer : de temps en temps.

(1860) BAL 162. Comzouigou a garantez (…) a dlefet da lenn, ur veachic an amzer a gouestadic. ●(1878) EKG II 115. selaou a rean eur veach an amzer. ●(1884) BUZmorvan 213. Mes ac'hano e kendalc'haz da vont eur vech enn amzer da ober baleou.

(1902) PIGO I 143. Eur wech an amzer, an otro Person a deue en e di en eur dremen. ●(1911) BUAZperrot 102. Eur wech an amzer e lakea digas var e daol eur pred-boued eus ar gwella.

(21) Ur wezh dre amzer : de temps en temps.

(1914) KLBD 31. teulit enno eur vech dre amzer lann, bruk, raden, draillet munut.

(22) En amzer ar rouanez : du temps des rois, id.e. du temps de notre jeunesse.

(1980) MATIF 77. les anciens évoquaient leur jeunesse « du temps des rois » (amzer eur rouannez).

(23) E pep amzer : de tout temps.

(1667) ARmorial 241. Quelen alias audit lieu en Duault Evesché de Cornoüaille C. à present fonduë en la Baronnie du Vieux-Chastel à Loguenel, Guernisac en Taulé Evesché de Leon, le Rest en Ploüezoch, Kerelleau en Kermaria-Sular, Pontplantcoët en Poügaznou, Kermouster en Langoat & plusieurs autres en Treguier, aliàs idem, à present au Dresnay, Chateaufur, Saint Bihy, Kerchoz, Plessix Guerjan & autres, burellé d’argent & de gueulle de dix pieces & pour deuise antique, en peb amser quelen, c'est-à-dire, en toute saison il fait bon prendre conseil.

(24) En amzerioù-se : en ces temps là.

(1958) LLMM 71/427. ha ne oa ket keal en amzerioù-se, da zistroadañ ar « Voie Romaine ».

(25) E koulz hag en amzer : voir koulz .3.

III. Bezañ en e amzer diwezhañ : être sur le point de mourir. (cf. Bezañ en e zigarez diwezhañ & Bout en e ziwezhañ kleñved).

(1936) PRBD 11 (L) K. Jezegou. Edo en e amzer diveza, ha den na grede kaozeal d'ezan eus ar bed all.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...