adj. & m.
I. Adj.
A. Attr./Épith.
(1) Ample.
●(1880) SAB 76. pa oa amploc'h cals ar gazul.
●(1910) EGBT 64. ampl, ample, spacieux.
(2) Spacieux.
●(1910) EGBT 64. ampl, ample, spacieux. ●65. Kambcho ampl gant eur chiminal e pep kambr.
(3) (?) Rapide (?).
●(1922) FHAB Mae 130. rak e gazeg ne oa ket ampl ; koz e oa ha ne felle ket d'ezan presa warni.
B. Attr.
(1) Bezañ ampl da grediñ : croire facilement qqc., être crédule.
●(1908) PIGO II 88. Breman e weler piou zo ampl da gredi hag en piou e c'heller fiziout eur gaou hep aon da goll e boan.
(2) Nombreux.
●(1612) Cnf 158 [60]. Evs an pechet-man eo lauaret ampl an speczou, hac an pez à apparchant outoff.
●(1908) PIGO II 176. amploc'h eo an dud war ar goulen 'vit nan eo hen war an ober.
(3) Amplik eo se : c'est aller un peu loin, c'est un peu fort.
●(1908) PIGO II 104. Ober fae war ar person ? Ma fe, amplik eo ze ! Ar person n'e ket falloc'h 'vit eun all...
II. Adv.
(1) Kaout udb. ampl : disposer de qqc. en quantité suffisante.
●(1687) MArtin 7. Mam bé paper ampl da scrivan.
●(1907) AVKA 206. Nag a servijerien en ti ma zad ho deus bara ampl !
(2) Lavarout amplik : exagérer.
●(1925) SATR 17. An dud a lâr amplik awechou !
(3) Lavarout amploc'h eget justoc'h : raconter, dire plus que moins ; exagérer.
●(1838) CGK 5. Laret amploc'h evit justoc'h vit beza guir merc'hetaër.
●(1907) AVKA 296. Jesus a c'halle koulskoude respont penaoz laret ampoc'h evid justoc'h deus e nerz n'eo ket digare awalc'h evid galvel eun den dirak ar barner. ●333. En tu ar Sav-Heol ema ar c'hiz ganthe da displega ho sonj gan komzo ampoc'h 'vid justoc'h. ●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. laret amploc'h 'vit justoc'h, tr. «dire plus que moins.» ●(1962) TDBP II 16. An dud a lavar ive amploh evid justoh, tr. «les gens en disent (racontent) aussi plus que moins (ils exagèrent.»
(4) Goulenn amplik : demander un peu trop.
●(1872) ROU 73b. Vous demandez un peu trop, tr. «amplic a c'houlennit.»
●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. amplik, tr. «un peu trop.» ●Amplik mat ec'h êt ganti, tr. «vous y allez trop largement, vous n'êtes pas assez modéré (en paroles, actions, dépenses).»
(5) [au compar.] Amploc'h : plus.
●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. amploc'h ma oa ret, tr. «(vous en avez fait) plus qu'il ne fallait.»
(6) Beaucoup, largement.
●(1829) IAY 106. Comset em eus ampl voar an exempl-se.
(7) Amplement.
●(1880) SAB 100-101. braz eleiz eo ganta ar Redemsion, ar prena, an dilivra a zo barreg, ampl e ranc paea.
III. Subst. Loc. adv. War an ampl : largement, amplement.
●(1913) HIGO 5. Ha koulskoude, ar merc'hed a oa ken koant ha ken moust 'vel int breman, war an ampl ! ●(1928) BREI 57/4b. Ken kaer, war an ampl, eo bet er wech-man 'vel er wech all. ●(1958) BAHE 15/18. met trawalc'h, war an ampl, a zo bet lakaet a-wel.