Devri

abadenn

abadenn

f. & adv. –où

I. F.

A.

(1) Moment.

●(1924) LZMR 47. an drouk-hirnez a bellaë evid eun abadenn. ●59. ankounac'haat e c'hlac'har eun abadenn. ●(1933) KANNkerzevod 75/9. Lagad ar pilhaouer a luche eun abaden a oa varzu ar gemenerez goant. ●(1936) TKAL I 27. chomet eun abadenn vat war leurenn ar porz. ●77. ambroug ar pirc'hirin e-pad eun abadenn. ●(1936) TKAL II 8. 'Baoe eun abadenn. ●42. a-benn eun abadenn he doa droug. ●(1944) ATST 52. Goude un abadenn, e savas he fenn.

(2) Aventure, mésaventure.

●(1877) EKG I 1. Pell a zo emaoc'h o c'houlen digant Ian Pennors kounta d'ehoc'h he vuez : Mad, setu aman eun * euz he iaouankiz. Divezatoc'h, marteze, e kounto d'ehoc'h abadennou he gozni. ●(1879) BMN 263. Eur c'habiten coz, daoubleget gant ar bloavesiou ha gant an abadennou, ne hell mui evit guir troc'ha broiou evit mont da stourm ouz an enebourien.

●(1906) BOBL Mae. kae en ti goude hag e livirin va abadenn d'it. (d'après KBSA 231). ●(1907) MVET 107. hag a gontas d'ezo e abaden. ●(1935) LZBl Gwengolo/Here 174. hor c'harr-tan a zankas en treaz (...) Penaoz en em sacha eus an abadenn-se ?

(3) Difficulté.

●(1909) FHAB Genver 4. An abaden eo discuez d'an holl en eun doare sklaer penaos oberiou an ene, ar zonjou hag ioulou ar volontez, a zo dreist galloud ar c'horf.

(4) Partie, séance (jeu, sport, etc.).

●(1974) GAME 10. gwel a vo piou a houniou an abadenn. ●(1981) ANTR 52. an taol-sutal evid digeri an abadenn.

(5) Chose qui s'est produite, passée, événement.

●(1872) ROU 88b. Voici le drame dans tout son horrible, tr. «setu aman an abadenn en e eûzussa».

(6) Accrochage, échange tendu.

●(1869) SAG 192. Deac'h em-boa bet eur goall abadenn gant unan euz va c'hamaraded var ar poent-ze.

B. [suivi d'un complément]

(1) Moment de, partie de.

●(1877) EKG I 6. ober eur barti domino, pe eun abadenn c'hoari-voulou.

●(1908) PIGO II 172. Kredet ho devo e-berr eun abaden blijadur ; Fiziet warnon 'vit an dra-ze.

(2) Accès de.

●(1869) FHB 222/103a. eun abaden hik.

●(1901) FHAB Mae 261. Dont a reas dezhi goude creiz-deiz eun abaden hig ken na venne mouga.

(3) Émission.

●(1941) ARVR 5/3c. eun abadenn radio.

(4) Abadenn chase : partie de chasse.

●(1926) FHAB Kerzu 462. o vont d'ober abadennou chase.

C. [suivi d'un verbe] Partie de.

●(1900) ATC 2. va abaden chaseal. ●(1903) FHAB $$$ 2. meur a abadenn c'hoarzin a zo bet graet. ●(1907) MVET 22. da ober eun abaden kaozeal. ●(1921) FHAB Genver 15. Hag ar c'halvez a reas eun abaden c'hoarzin.

D. [en locution]

(1) Sioul an abadenn gant ub. : tranquillement.

●(1926) FHAB Gwengolo 359. Leon ha Paol a gerze, sioul kenan an abadenn ganto.

(2) Ne voe ket pell, hir e abadenn : son affaire fut vite réglée.

●(1870) MBR 106. Ne oe ket hirr he abadenn, ha ne c'hellaz herzeel pell oc'h ar re all, tr. «Son affaire fut bientôt faite, car il ne put résister longtemps.» ●(1878) EKG II 234. An Aoutrou Branellec ne oue ket pell he abadenn. Ne zaleaz ket da veza kaset da Vrest, el leac'h ma oue barnet d'ar maro. ●(1890) MOA 107b. Je lui ferai lestement son affaire, tr. «ne vezo ket hirr he abadenn.»

(3) Tenn, tomm, start e vo an abadenn : l'affaire sera rude.

●(1906) BOBL 03 mars 76/2b. En Moëlan, kichen Kemperle, eo bet tom ive an abaden. ●(1909) MMEK 215. An abaden a vezo stard : an Turked a zo pemb ouz unan. ●(1915) HBPR 92. E Leuhan oa bet ken tomm all an abaden. ●(1928) BFSA 152. Tenn e voe an abadenn, war a lavarer, etrezan hag an Doktored-se.

(4) Bezañ e penn an abadenn : être responsable (de ce qui s'est passé).

●(1915) HBPR 74. Hag ar re oa bet e penn an abaden oa taolet er prizoun.

(5) Ne voe ket bihan an abadenn : ce ne fut pas une mince affaire.

●(1923) ADML 110. N'oue ket bihan an abaden, koulz all, da stleja beteg ar mor doun, betek ma c'helje chom war neun, eul lestr ker pounner.

(6) Ober un abadenn : se donner, prendre une partie de plaisir.

●(1905) MRPL 2. O tiouall va banden zaout var ieod ho letounen / M'em beuz gand va mignoned graet meur a abaden. / C'houi gemere ho loden en hon flijaduriou.

(7) Bezañ abadenn gant ub. : avoir de la peine, des difficultés avec qqn.

●(1909) FHAB Mae 155. Ar re zo brassa abadenn ganto eo paotred ar post. ●(1923) ADML 38. Gant ar seurt-man avad e vije abaden.

(8) Kaout abadenn o : avoir de la peine, des difficultés à.

●(1995) BRYV III 81. (Milizag) va-unan am-eus bet abadenn, eun dro, oh en em zifreta deuz eur paotr yaouank.

(9) Kaout gwall abadenn gant ub. : avoir fort à faire avec qqn.

●(1943) FATI 66. Gwall abadenn en doe hon Aotrouig gant ar re-mañ, koulskoude !

(10) Eno emañ an abadenn : là est la question.

●(1907) BOBL 31 août 153/1a. Eno ema an abaden, diez braz da ziluia.

(11) Sklaer eo e abadenn : son affaire est faite, son compte est bon, il est perdu.

●(1870) MBR 154. mar mankann war ann taol kenta, eo sklear va abadenn, tr. «si je le manque du premier coup, mon affaire sera faite.» ●(1890) MOA 107b. Son affaire est faite, tr. «sklear eo he abadenn.»

II. Adv.

(1) A-abadennoù : par moments, épisodiquement.

●(1868) FHB 189/264a. mes an trouz ne doumpe nemet a abadennou.

(2) Loc. adv. Un abadenn zo : depuis quelques temps.

●(1936) TKAL I 40. soursiit mat ouz (...) Yannig, klañvidik eun abadenn 'zo. ●(1949) KROB 11/5. enezidi Sun, hep beleg eun abadenn a oa, a goves dezañ holl bec'hejou o buhez tremenet.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...