adv. & prép.
(1) Adv. Droit.
●(1876) TDE.BF 5b. A-eeun, adv., tr. «Tout droit, directement.» ●(1878) EKG II 94. He gleze a ioa gant-han enn he zourn ; kas ha digas a rea anezhan, a gleiz hag a zeou, a eeun hag a viziez.
(2) Loc. prép. A-eeun gant : dans le prolongement de.
●(1877) EKG I 274. Mez ar falc'h n'oa ket lezet evel ma vez pa'z eer da falc'hat ; troet oa e lagaden d'ezhi, hag evelse ec'h en em gave al lammenn a eeun gand an troad.