adv. Depuis.
●(1659) SCger 39b. du depuis, tr. «a oudeuez.» ●(1710) IN I 109. Hac ac'houdevez pa veze attaquet gant ar bed, ne receve incommodite ebet diountâ. ●(1732) GReg 270a. Depuis, du depuis, tr. «A-c'houdevez. a-oudevez. Van[netois] a-oudeuëh.» ●Je ne l'ai point vû depuis, tr. «N'em eus qet e vellet a oudevez.» ●Cela s'est passé depuis, tr. «An dra-ze a so bet a-oudevez.» ●(1790) MG 138. a oudévéh ean em sorb de ziscoein dehou en Eutru-Doué. ●313. A oudévéh, a pe uélan ur fal grechén é tiscoein seblanteu a gonversion.
●(1847) FVR 163. Ann hevelep skoueriou a zou bet gwelet ac'houdevez. ●(1862) JKS.lam 255. hag a-c'houde-vez, ann den war ann douar a oe laouen hed he vuez. ●(1877) EKG I 118. ne gredan ket en defe a c'houdevez izoum da denna ar mec'hi anezhan ken. ●(1884) BUR I 19. A-c'houde-vech eta, Virginie na glaskaz netra ken nemet ann tu da zont da vea zanteloc'h c'hi e-unan, ha da lakaat he goaz evuruz.
●(1904) SKRS I 222. An hini oa kentoc'h ken rust ouz an dud kez / Oue mad outho ac'houdevez. ●(1904) DBFV 4a. ahoudéùeh, adv., tr. «depuis ce temps, dès lors.» ●(1907) PERS 253. A c'houdevech e oue eur c'hristen mad. ●(1925) SFKH 22. é ma abarh a houdéveh. ●(1929) MKRN 88. A-c'houdevez, masoner ebet (…) n'eus kredet zevel na ti na loch ebarz an tachad-se !
►[empl. comme épith.]
●(1905) KANngalon Genver 302. Eiz dervez ac'houdevez. ●(1907) KANngalon Genver 307. Daou viz ac'houdevez. ●(1912) KANNgwital 114/130. heulia piz anezho en he buez ac'houdevez. ●(1915) KANNlandunvez 44/334. An dra-ze a vez promettet ober ne ket epken e deiz ar pask, mes epad ar vuhez ac’houdevez.