[brpm a boes < a .1 + pouez]
Prép., adv. & conj.
I. Prép.
A. [devant un subst.]
(1) Par.
●(1847) FVR 375. Redek dre ar meneiou, / War ho kein ho pugale samet, / A bouez ann dorn ho pried.
●(1911) BUAZperrot 68. Red eo e gas da Zamas a bouez an dourn. ●801. staget a zistribilh a bouez o diskoaz pe a bouez o zreid. ●839. o veza tapet krog e traon e zilhad, e klaskas e ruza a-bouez e zent.
(2) À la force de.
●(1659) SCger 165a. a boes e divvrec'h, tr. «de toute sa force.»
●(1847) FVR 248. hac en eur sevel anezo a bouëz o divreac'h.
(3) A-bouez poan a-walc'h : à force de peines, à grand-peine.
●(1868) FHB 192/288a. abouez poan avoalc'h, e teuaz abenn d'he zenna ac'hano. ●(1868) FHB 199/337b. abouez poan ha c'hoezen avoalc'h e teujont abenn. ●(1889) ISV 384. abouez poan avoalc'h oc'h en em denna er meas dre an toull prenestr.
(4) Habillé de, en.
●(1941) DIHU 360/276. Arriù oè dija réral éno, lod a bouéz ou roched, merhed a bouez ou huloteu.
(5) Bezañ a-bouez diouzh ub. : pouvoir rivaliser avec qqn.
●(1878) EKG II 275. tud ho ti n'int ket a-bouez diouzomp-ni.
●(1942) VALLsup 139b. ils ne peuvent rien contre nous, tr. «n'int ket a bouez diouzimp.»
(6) A-bouez gant : en équilibre avec.
●(1931) VALL 269a. en équilibre avec, tr. «a-bouez gant.»
(7) A-bouez e vrec’h : à la force des bras.
●(1954) VAZA 166. o hejañ o boned a-bouez o brec’h.
B. [devant un v.]
(1) À condition de.
●(1869) FHB 253/349b. abouez kemeret poan ha caout bolontez vad. ●(1890) BSS 23-24. un induljans plenier ive d'ar breudeur a d'ar c'hoarezet a zo brema er vreuriez-ze a d'ar re a vezo enni divezatoc'h a bouez coves gant glac'har d'o fec'hejou. ●(1893) IAI 196. Ar voundianed, da viana, a leveroc'h d'in, o devezo, a boez paea, mistri mad d'ho bugale.
●(1922) FHAB Gwengolo 262. e c'heller, a-bouez komz gant ar re a zo aet en tu all d'o dek vloaz ha tri-ugent, klevet anezan c'hoaz.
(2) À force de.
●(1911) BUAZperrot 55. hag a bouez beza louzaouet e teuas da barea. ●102. Abouez poania a zevri, e teuas a benn eus e daol. ●119. hag a bouez ober awalc'h varnezan, e teuas a benn d'e lakât da zizrei d'e vro.
II. Adv. Bezañ a-bouez : être en équilibre.
●(1872) ROU 71a. A-boez emaïnt, tr. «ils sont en équilibre. Se dit aussi au figuré.»
●(1913) KZVr 25 - 24/08/13. A-bouez, tr. «(ils sont) en équilbre, L[éon].
III. Loc. conj. A-bouez ma : à (la) condition que.
●(1872) ROU 92b. Moyennant que, tr. «a boez ma.» ●(1890) BSS 23. a bouez mo devezo keus d'o fec'hejou a m'o devezo covesseet a communiet, pe ma ne hellont ket en ober, a boues m'o devezo ur guir glac'har d'o fec'hejou.
●(1900) MSJO 270. a boues ma vint lavaret gant glac'har ha devosion.