Devri

tu-hont

tu-hont

adv., prép. & conj.

I. Adv.

A.

(1) Là-bas.

(1530) Pm 168. En neffou tu-hont pan montas, tr. «Au ciel là-bas quand elle monta.» ●(1575) M 1169-1170. Bihanoch som, moment, na rencq bezaff rentet, / Da Doe anezaf cont, tuhont pe bout spontet, tr. «Pas de plus petit instant, moment dont il ne doive être rendu / Compte à Dieu là-bas, ou être épouvanté.»

(1732) GReg 555b. La, adverbe de lieu. Si c'est à une certaine distance, tr. «tuhont

(2) Tu-hont tu-mañ : çà et là.

(1847) FVR 65. Eunn touer bennak a oa, evit gwir, tu-hont tu-man dre ar vro.

(3) Tu-mañ ha tu-hont : çà et là.

(1710) IN I 219-220. hènvel (…) ouz un tan volaich pehini a red en ur zevi tuma ha tuont hep en em arreti e nep leac’h.

(1866) FHB 72/159a. Guelet o pije leou, saout, kezeg, ho flumachen savet gantho en ear, o c’haloupat, tu-ma, tu-hont.

(4) Tu-mañ tu-hont : çà et là.

(1855) MAV 30. Euzen a rede tu-ma tu hont oc’h eva guin. ●(1862) JKS 54. Ho c’hoantegesiou fall a gas ac’hanoc’h tu-ma tu-hont. ●(1868) FHB 169/102a. ar Sarazined a veo baleant hag a zo dalc’h mad o c’houillat tuma tuhont.

(1923) FHAB Meurzh 103. an avel a heje anezo tu-man, tu-hont.

(5) En tu-mañ hag en tu-hont : çà et là.

(1880) SAB 20. bale kempenn eb sellet en tu-ma nac en tu-hont.

B. sens fig.

(1) E(n) tu-hont : en plus.

(1852) MML 103. En tuont, Mari, scuillet ar graso extraordinal-ze voar qen lies a galono.

(1927) LZBt Genver 23. E-tuont, o goueliou diaoulek a goust d'ê kalz a arc'hant.

(2) E(n) tu-hont da se : en plus de cela.

(1903) MBJJ 167. Neb a fell d'ean, e tuont da ze, gouzout piz... (1920) LZBt Meurzh 7. En tuhont da ze, strujet fall eo, kam ha lanchore, mad da van !

II. Loc. prép. En tu-hont da.

(1) spat. De l'autre côté de.

(1912) BUAZpermoal 251. En tu-hont da Blouvouskan, parouziou Lanvellek ha Plougras o deus ive peb a chapel.

(2) sens fig. En plus de.

(1847) FVR 234. e tu-hont d'ann diou drederenn anezho holl.

(1903) MBJJ 42. en tu-hont da ziou leo a ledander. ●81. e tu hont da gant mil lur evit he neveaat [eun iliz goz]. ●(1908) PIGO II 1. a-rôk sevel tiegez, ez eo red kaout, en tu-hont d'eur plac'h da lakat en ti, saoud ha loened da lakat er c'hraou, dilhad ha lienaj da lakat er pres, plous ha foenn da glenkan er zolier.

III. Loc. conj. En tu-hont ma : sans compter que, d’autant plus que.

(1910) MBJL 155. e-tuhont m’eo ret bean aroutet mat war ar muzik. ●(1925) FHAB Mezheven 237. En tu-hont ma’ z eus anezan eun taolenner piz hag ampart.

IV. Na vezañ en tu-hont da ub. da ober udb. : ne pas avoir son pareil pour…

(1967) BAHE 53/61. Ne oa ket en tu-hont dezhañ da dapout yer en noz ha kavet en devoa un tu brav da se.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...