Devri

Tredraezh

Tredraezh

n. de l. Trédrez.

I. Tredraezh.

(1827-1829) VSA.A 13. vid an jnin a ra jnor parous tredres. ●(1827-1829) VSA 411. anbandon a voa bean en tredres en de se. ●(1839) BESquillere 306. Un nebedicg amzér arlerh é oé bet hanhuet person é parraes Tredretz. ●(1851) PENgwerin6 113. Markis Tredrez a rankontras. ●(1854) GBI I 336. Ganin da Drede a teufet. ●(18--) PENdast 364. N'woa ked kanet ar c'hog dan de / Pa woa torret ar perjer en Tredre / Pa wa perjer Tredre torret. ●365. En Tredrez an eb a viche. ●(18--) PENgwerin10 188. En tre Tredres a Montroules. ●(1856) MILg 10. Kant skoet a roinn e Tredrez. ●(1863) GBI II 486. Daou-c'hant skoed 'roann da Dredrez, / Daou-c'hant da Lok-Mikel-ann-trez. ●(1867) BUE 28. hanvet person da barrouz Tredrez, e-kichenn Lomikel ann trez. ●(1894) BUZmornik 352. ar Zant [Eozen] a oue hanvet da bersoun e parrez Tredrez, hag ac’hano e oue kaset da barrez Lohanek. ●(1884) BUZmorvan 353. ar Zant a oue hanvet da bersoun e parrez Tredrez. ●(1894) BUEr 25. Richard ar Roux deuz Tredrez. ●(1907) KANngalon Mezheven 426. Jakez a ioa ginnidik euz Tredreaz. ●(1910) MBJL 63. o vean ma oa e vamm eus Tredrez. ●(1911) BUAZmadeg 336. Hanvet e oue da bersounb e parrez Tredrez.(1923) ARVG Mezheven 86. ar mirakl a reas Sant Erwan en Tredrez.

II.

(1) Formule de conteur.

(1914) (1974) TDBP III 384-385. Dominus palo, / Sant Malo, / Lomikêl, Tredrez ha Lokemo / Ur wech e oa, / Ur wech ne oa ket, / Hag ur wech e oa bepred. / Doue da geskiñ an truajou, / Hag an dour-skaot / diwar ar prajou, / Ar paour da baouraad, / Ar pinvig da binvikaad, / Ha troad ar pinvidig / War gouzoug ar beorien ! (formule ironique recueillie à Plouzélambre en 1914).

(2) (expression) Bezañ erru e vlev evel blev sant Erwan : avoir des cheveux très longs.

(1970) TDBP I 50. Hemañ a zo arru keid e vleo 'vel bleo Sant Erwan. ●note J. Gros : « dont la statue dans l'église de Trédrez porte des cheveux longs ».

(3) (expression) Bezañ diwar vadoù sant Erwan : être inépuisable (en parlant de biens).

(1970) TDBP I 59. Ar re-mañ a zo diwar vadou Sant-Erwan, tr. « ceux-ci proviennent des biens de saint Yves (ils sont inépuisables) – réminiscence d'un miracle opéré à Trédrez par saint Yves. » ●(1977) TDBP II 330. Ar re-mañ a zo diwar vadou Sant Erwan, ar re-mañ na goazont ket.

(4) Dicton.

(1970) TDBP I 76. Tredrez-mañ a zo bet mad d'ar beorien ordinal, tr. « Trédrez ici a toujours été bon pour les pauvres, c'est-à-dire les habitants de Trédrez... ».

(5) Dicton.

(1974) TDBP III 152. Tour Tredrez a zo uhelloc'h evid na n'eo tour Lokemo.

(6) Dicton.

(1974) TDBP III 265. Ac'hano ne glevi ket c'hwez ar c'hrampouez e Tredrez, tr. « de là-bas tu ne sentiras pas l'odeur des crêpes de Trédrez = c'est très loin d'ici ».

(7) Expression proverbiale.

(1974) TDBP III 342-343. Amañ e Tredrez gwechall e veze prenet ar vugale e Montroulez, tr. « ici à Trédrez autrefois on achetait les enfants à Morlaix (au lieu de les trouver dans les choux, comme à Paris) ».

(8) Dicton.

(1974) TDBP III 343. An Aotrou Gergarïou, a oa bet person e Tredrez, a yae e chas hag e fuzuill gantañ da gas an Aotrou Doue d'an dud. Ha pa veze gwelet e veze hopet : « Plas ! plas ! da Gergarïou, ha d'e chas ! ».

(9) Dicton/Blason populaire.

(1977) TDBP II 242. Kastell-ar-brezel. ●note J. Gros : « surnom donné à un groupe de maisons dont les habitants se disputaient souvent. »

(10) Dicton.

(1977) TDBP II 324. Hizio ne vo ket toud al lorh e Tredrez ! (ou : e Pariz !). ●note J. Gros : « sous-ent. : ici aussi on sera fier, car il doit y avoir une belle noce, un beau baptême ou une grande cérémonie quelconque. »

(11) (blason populaire) cf. moc’h

(2000) TPBR 212. Moc'h Tredrez n'int ket tud, ar re a ro boued dezhe a zo.

III. [Toponymie locale]

(1827-1829) VSA 312. da voned nem len evreurial da groasend quer vorgan.441. heul a regond anean bete lan ar justiso.

(1970) TDBP I 44. E Lansalïou eo arru ar gwez 'vel gwerniou. ●76. ... he-devoa roët ar garrigell-ze da wreg ar Roudour. ●90. Med ma oa c'hoarzadeg e Kerriwal, er Rest, emezañ, ne oa ket. ●106. Adaleg Beg-ar-Forn beteg Lokemo n'eus ken med mein da zorna. ●129. Da ziweza e oa mevel braz e Kervann. ●180. ... er venchou gand Kerelo, ... dans les dimensions de Kerelo. ●192. A-hont, a-rôg arruoud gand ar Pevar-hent-braz... ●211. Al lanneg-ze a zo ouz Keravilin. ●229. Kerbabu a oa tri millier ed warnañ. ●(1974) TDBP III 343. E Lansalïou e vez kelc'hiet an dud; eno a zo (ez eus) kalz a c'houryeotennou el lanneierou gleb. ●(1977) TDBP II 21-22. E Roh-ar-Vignon a zo eur hej da vond d'an aot, à la Roche-Mignonne il y a une chaussée de galets pour aller jusqu'à la côte (à pied sec). ●105. Gwelloh e-neus dibunet e gentel o sevel e gabanenn aze er Vorlenn evid o vond d'ar bourk da zerhel ostaleri. ●109. Arru eo prest an Ero da zigeri. (...) Ar Beg-gwenn n'e-deus ket digoret hizio. ●124. Divennet eo tapoud kokouz euz Trêzenn ar Werhez. ●159. Aze pa'z eer da Gerbirïou a zo (ez eus) eur fankigell ha na zizeh kammed. ●197. E Keravilin a zo (ez eus) eur waziad dour. ●214. E Toull-al-Lann a zo digoret eun hent braz. ●234. War bont Santez Anna e oan en em gavet gantañ. ●243. Ma zad e-nevoa digaset ahanon da gavad da dal kroaz Kerganay. ●247. Tosenn ar Harveg a zo kej, la butte du Garveg (fond rocheux) est entourée par la mer. ●248. E Lannsalïou e vez kelhiet an dud : eno a zo (ez eus) kalz a hour-heotennou el lanneierou gleb. ●268. Er Gernevez a zo ugent loen-korn (ou : loen-gorn). ●269. A-hont a zo (ez eus) eun ti-korn war an hent a dro da vond d'an Aot-uhel. ●272. E Ker-ar-Pont e oa eur porz-kouëz. ●348. Evid tapoud Baz ar Bozeged e kemerez an Tour dre gorn Trêzenn ar Goulm, ha peulvan ar Hastell dre doull-karr park keravilin e penn jardin Alfoñs. ●350. Ni n'en em veskom ket gand re Rozmeur. ●387. Er Wern e oa ur waz-ôgerez. ●542. Hag e ree tro penn Kigner da vond er-mêz.

(2000) TPBR 38. Setu pichoned Jôn Glaodez o vont da gousket e koajoù Koad-Tredraezh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...