Devri

tiretenn

tiretenn

f. –où

I.

(1) (ameublement) Tiroir.

(1857) CBF 6. ar c'houtilli enn direten, tr. «les couteaux dans le tiroir.»

(1907) PERS 103. e tireten eun arbell goz. ●(1909) NOAR 49. Divarc'ha a reas an arbeliou, an tiretennou. ●(1957) AMAH 153. hag an danevelloù-se a veze lennet gant Dullin ha kleñket gant evezh en e diretenn.

(2) (apiculture) Cadre mobile de ruche.

(1906) GWEN 13. Ar seurt kestennou-ze a zo leun a diretennou hag en peb tireten a zo eur follen, pehini a vez tennet e-kuit. Ar seurt kestennou-ma a zo hanvet en gallek (ruches à cadres mobiles). ●21. ar c'hestennou gant tiretennou.

II. Cheñch tiretenn : aller du coq à l’âne.

(1977) LLMM 185/469 (T) E. ar Barzhig. Gout 'ouie cheñch tiretenn prim-ha-prim, ma ne veze ken amzer da gas un dra da benn, e veze pleustret gant ur c'hraf all. ●(1977) DAHG 96 (T) E. ar Barzhig . Tostaat a reas ouzh ar skoedour hag o cheñch tiretenn e krogas en e vrec’h. « Alo ! Alo ! emezañ, kuzhat a reer traoù ozuh Brunev goaz ! Hag an dimeziñ ?

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...