Devri

Sant-Nouga

Sant-Nouga

n. de l. Saint-Vougay.

I. Sant-Nouga.

(1878) EKG II 168-169. Eno e vezimp etre Plougoulm, Sibiril, Cleder, Plouescat, Guinevez, Sant-Nouga, Guitevede ha Plouvorn. ●(1890) MOA 26b. Sant-Nouga ; - (Sannouga).

(1911) BUAZperrot 857. Genel a eure e Sant-Nouga, e Gorre-Leon. ●(1983) GKDI 9c. Eus plonger beteg Landreger, / E Kraozon, e Gwineventer, / E Sant-Nouga, Loc-Eginer, / Bras eo rouantelez ar yer!

►Sant-Vouga.

(1834) KKK 156. Heur leina ô tostaad ez eemp d'en em denna da vourc'h Sant Vouga évit gwelet ann arwez euz a famill Ker Iann. ●(1865) FHB 48/383a. Herve Grall, eus a Zant Vouga. ●(1877) EKG I [].Ha n'hoc'h euz ket a sonj euz an Itron Koatanskour, a vaner Kerian, e parrez Sant-Vouga ? ●(1890) MOA 26b. Sant-Vouga.

(1911) BUAZmadeg 849. Ian Diskalseat, anavezet mad hag henoret en iliz kathedral Kemper dindan an hano a Zantik Du, a zo ganet, var a leverer, e parrez Sant-Vouga.(1911) BUZperrot 857. Genel a eure e Sant-Nouga, e Gorre-Leon.

II.

(1)

(1855) FUB 80. Kléier Sand Iann Voug a lavar : / Keraniz ! Keraniz ! / Laéroun holl ! laéroun holl ! / Kléier Sant-Iann Keran a respount. ●(1878) SVE 966. Kleier Sant-Iann-Voug a lavar.

(2) Expression proverbiale.

(1910) AMBR III/27. Ar c'hoent euz an incardeuret / A zo bet e Kerian savet, tr. « Le premier des baliniers, c'est à Kerjean qu'il fut élevé ».

III. [Toponymie locale]

(1855) FUB 80. Kléier Sand Iann Voug a lavar : / Keraniz ! Keraniz ! / Laéroun holl ! laéroun holl ! / Kléier Sant-Iann Keran a respount. ●(1877) EKG I []. Ha n'hoc'h euz ket a sonj euz an Itron Koatanskour, a vaner Kerian, e parrez Sant-Vouga ? ●(1878) SVE 966. Kleier Sant-Iann-Voug a lavar. ●172. Var dro div heur e klefchemp iouc'herez, cholori ha jabadao var dro ar Vengleuz. Tregerni a rea ar vro gant-ho a dro-var-dro, adalek Milin-an-Tour betek Milin –Sioc'han, a-hed traonienn Keraouell.

(2000) TPBR 136. Sant Yann al Lapoused.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...