Devri

roched

roched

m./f. & adv. –où (habillement)

I. F./M.

(1) Chemise.

(1499) Ca 176b. Rochet. g. chemise. ●(c. 1501) Lv 236/137. rochet gl. camisia. ●(1633) Nom 113b. Tunica intima, interiora, interula, tunica : chemise : rochet, iuis.

(1659) SCger 24a. chemise d'homme, tr. «rochet, p. dou.» ●(1732) GReg 160b. Chemise à homme, tr. «Roched. p. rochedou

(1900) KEBR 9. Eur roched wenn, tr. « Une chemise blanche ». ●(1902) PIGO I 203. e roched dantelez. ●(1903) MBJJ 40. eur roched hag eur porpant. ●(1936) PRBD 104. rochedou ar baotret, ivizou ar merc'hed. ●(1955) STBJ 207. bep a roched wenn ampezet.

(2005) SEBEJ 48. (Ar Yeuc'h) diou roched evit Tad.

(2) spécial. Chemise de nuit d'homme.

(1877) EKG I 131. ar persoun intru var an hent braz, enn he roched, diarc'henn ha diskabell. ●(18--) SBI II 200. Ar c'hemener a chomm en noaz, / Epad ann noz cravastel, / En he roched, er baner, / O vriata ar voger, tr. «le tailleur reste, tout nu, suspendu, / En chemise, dans le panier…»

(3) Kannañ e roched da ub. : passer un savon à qqn.

(1949) LLMM 17/22. Daonet e vo kroc'hen va ene, kannañ a rin e roched da Erwan. ●(1962) LLMM 90/36-37. Galvit, mar plij, dre bell-gomzer an Uhel-Strollad, din da gannañ o roched d'an Aotrounez-se. ●(1965) BRUD 20/16. Ensellout ma ofiserien : evel ma ouzout, darn e vez red kanna o roched deze gwech ha gwech all.

II. Loc. adv.

A. A-roched : en chemise.

(1744) L'Arm 255b. En chemise, tr. «A rochêtt ou A hiviss.»

B. A-gorf-roched.

(1) Manches retroussées.

(1906) HPSA 36. marteloded a gorv-roched, diskabel ha diarhen. ●57. diarhen, a gorv-roched, ha diskabel. ●(1973) LIMO 09 juin. Mab er hlohour e vo duhont, a gorv roched !

(2) Pour de bon.

(1912) BUAZpermoal 110. En eur boanial a gorf-roched. ●604. En em rei a reas a gorf roched d'al labour. ●(1935) BREI 436/2b. d'o alia d'en em lakat a gorf-roched gant al labouriou. ●(1936) BREI 444/2a. o c'hazetennou a grog a-gorf-roched gant al labour.

C.

(1) War gorf ar roched : en corps de chemise.

(1910) MAKE 97. Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan. ●(1961) BLBR 130/24. Toulla, dihagni war gorv ar roched. (..) Dihagnit, paotred !

(2) E korf e roched : en corps de chemise.

(1912) BUAZpermoal 925. dierc'hen hag en korf o roched. ●(1963) LLMM 99/264 (T) Jarl Priel. e korf e roched hag eñ gleb dour-teil gant ar c’hwezenn.

(3) A-bouez e roched : en chemise.

(1941) DIHU 360/276. Arriù oè dija réral éno, lod a bouéz ou roched, merhed a bouez ou huloteu.

(4) En e roched : en corps de chemise.

(1847) FVR 122. ne choumaz ket da varc'hata hag e lammaz enn he roched er meaz ann ti.

(5) En e roched bloc'h : en corps de chemise.

(1857) HTB 113. Warlerc'h kement-ze oll en em gaviz em rochet bloc'h. ●(1890) MOA 166b. En corps de chemise, tr. «enn he roched bloc'h. (T[regor]).»

III.

(1) Lavaret etre e roched hag e choug : parler à soi-même.

(1970) BHAF 146 (T) E. ar Barzhig. Hag eñ d'en em lavared etre e roched hag e choug.

(2) Etre e roched hag e vruched : en soi-même. Cf. lavaret d'e vañch, d'e dog.

(1981) ANTR 21 (L) *Tad Medar. Etre e vruched hag e roched Yann-Gouer, dre ma teu skiant prena dezañ, a blij dezañ mala soñjoù. ●81. Gweled e vo, aotrou Person, a hrosmol pep unan etre e roched hag e vruched.

(3) Dic'hras evel ur roched nevez : être très raide.

(1872) ROU 48 (L) V. Roudaut. J'ai cependant entendu, il y a bien des années : dichras (lenn : dic'hras) evel ur roched nevez. ●(1878) SVE 626. Dic'hrass evel eur roched nevez, tr. L.-F. Salvet «Raide comme une chemise neuve.» ●(1890) MOA 300 (L). Impoli, tr. J. Moal «dic'hras, (evel eur roched nevez Fam.)» (18--) MIL.ms (d’après MELU XI 278). Dic'hras evel eur roched nevez, tr. E. Ernault «(Lien) raide comme une chemise neuve.»

(1931) VALL 627. Rébarbatif, tr. F. Vallée «dic'hras (evel eur roched nevez fam.)»

(4) Diaes evel en ur roched reun : être mal à l’aise.

(1970) BHAF 356 (T) E. ar Barzhig. Ar vez hag ar heuz da veza bet ken loukez am lakae diaez evel en eur roched reun.

(5) Bezañ e roched e gwask e revr : être d’une humeur exécrable.

(1958) ADBr LXV-4 521 (K-An Ospital Kammfroud). Ema e roched (ou : he hiviz) e gwask e rêr (ou : he rêr) : Être d'une humeur exécrable.

(6) Bezañ e roched ub. : être à la place de qqun.

(1866) FHB 85/259b (L) Gel Morvan. N'e ket me a garfe beza en ho roched. ●(18--) SAQ I 393 (L) J. Quéré. Respount unan hag oa lakeat var an douar noaz : «Guelloc'h eo ganhen beza e m'roched eget e roched ar bourreo...

(7) Na gaout ur roched da wiskañ : être très pauvre.

(1953) BLBR 57/3. An den eürus n'en doa ket eur roched da wiska !...

(8) Bezañ evel kein ha roched : voir kein.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...