Devri

riboul

riboul

m. –où, –ioù

I.

(1) Pompe.

(c.1500) Cb. Riboul «le vesseau en quoi len gette leau de la nef». (d'après GMB 574). ●(1633) Nom 151b-152a. Antilia : la pompe : an riboull. ●152b. Haustrum : bois creux auec lequel on espuise l'eau : an riboull, an scop.

(1732) GReg 738a. Pompe, machine à pomper l'eau du fond d'un vaisseau, &c., tr. «Riboul. p. riboulou

(1914) DFBP 253a. pompe, tr. «Riboul

(2) Allées et venues.

(1985) AMRZ 41. nag a riboul gand ar re o-deveze ezomm da vond d'an toull distro.

(3) Passage étroit dans une haie, etc.

(1872) GAM 33. ledanat ar riboul, a zo etre ho ti hag an ti e kichen. ●(1877) EKG I 200. ober peb a riboulik da veg ho fuzilou, dre greiz ar c'harz. ●(1878) EKG II 192. Eno e kavaz eur riboul etre diou roc'h vraz (…) skourrou guez da ober toen var he riboul.

(1908) FHAB Here 314. dre eur riboul etre an ti hag ar skiber. ●(1909) KTLR 125. Kea brema da stanka daou riboul a zo var ar park du-ze, e kichen ar goaram-lann. An ejenned ne reont nemed mond da laerez dre ar riboulou-ze. ●(1911) BUAZperrot 116. ribouliou tenvala hag enka kear. ●(1964) YHAO 121. hag a stoc'has mat ar riboul war he lerc'h. ●(1983) PABE 81. (Berrien) riboul, tr. «passage étroit.»

(4) Piste, sentier tracé par un animal.

(1931) VALL 686a. Sentier tracé par un animal, tr. «riboul.» ●(1941) FHAB Meurzh/Ebrel 33. ribouliou loened gouez, dre greiz ar c'hoajou.

(5) Petit chemin.

(1911) BUAZperrot 340. pa gouezer eus bali an eürusted, e riboul ar baourentez.

(6) Riboul an daol : passage autour de la table.

(1920) MVRO 41/1a. azeza en e gichen e riboul an daol. ●(1982) TIEZ I 181. La table ronde est entourée d'un banc qui épouse sa forme. Il est d'un seul tenant, seulement interrompu près du foyer où s'ouvre le passage obligé de tous les convives. Cette forme caractéristique lui a valu l'appellation de stern an daol, harnais de la table, ou de riboul an daol, passage autour de la table.

(7) Coulisse (de théâtre).

(1911) KEME 54. eur strollad kanerien a c'heller kuzat e riboullou al leuren-c'hoari.

II. fam.

(1) Bouche.

(1924) FHAB Gwengolo 349. n'oan ket evit stanka va riboul ! ●(1953) BLBR 60/9. Kerz eus va daoulagad ha bez kloz da riboulou ! ●(1990) MARV II 12. (Plouider) ne hellen mui stanka va riboul.

(2) Lit, plumard, pieu.

(1942) FHAB Gouere/Eost 188. Eun nebeud amzer goude, pep hini en em denne, en e riboul, da ziskuiza.

(3) Riboul-ar-patatez : gosier.

(1941) FHAB Mae/Mezheven 51. gwall zizec'het eo va riboul-ar-patatez warlerc'h ar c'haloupadenn vat am eus graet.

(4) Riboul-ar-patatez : rectum.

(1900) KAKE 103. Pe ginnig beg ar votez / Da riboul ar patatez. ●(1909) FHAB Ebrel 125. Ha me a chacha var e ziskouarn, var e fri, var e lost… Kerkouls em bije great o c'hoeza e riboul ar patatez.

(5) Riboul-an-dar : rectum.

(1942) VALLsup 9b. Anus, tr. «riboull an dar

III. [au plur.]

(1) Gouzout ribouloù ub. : savoir ce dont qqn est capable.

(1857) CBF 66. N'ho pezet aouen ebet, me a oar he riboulou, tr. «N'ayez pas peur, je sais ce dont il est capable.» ●(1876) TDE.BF 544b. Riboulou, s. pl. m. Ce mot s'emploie en mauvaise part. Me a oar he riboulou, tr. «je sais ce dont il est capable.»

(2) Gouzout diouzh ribouloù ub. : bien connaître qqn.

(1957) AMAH 60. Kabiten, emezañ, me 'oar diouzh o ribouloù ; va lezit, mar plij, da blediñ gant ar c'henaoueien-mañ.

(3) Gouzout ar ribouloù : être au courant de ce qui se passe.

(1890) MOA 191b. Il est au courant de ce qui se passe, tr. «hema a oar ar riboulou

(4) Anavezout ar ribouloù : connaître les passes.

(1872) ROU 94b. Il connaît les passes, tr. «anaout a ra ar riboulou

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...