Devri

reut

reut

adj. & adv.

I. Attr./Épith.

A. (en plt d'un animé)

(1) Raide.

(1659) SCger 106a. roide, tr. «reut.» ●(1732) GReg 827a. Roide, inflexible, tr. «reudt. Van[netois] redt

(1935) ANTO 100. Reut o diouhar outo, ar besketaerien gaez, / A gerze, du o fenn, hag int holl tremen faez.

(2) Ford, costaud.

(1766) MM 111-114. (skrid ne variatur G. Esnault) Hag evit komañs d'ho teski, / Om-nis ho-mo a zinifi, Eur paut reut, hag eur paut kapap, / Da denna eun taul mar-d eus mab, tr. «...un gars capable de faire l'affaire, lui ou personne.»

(1900) KAKE 262. eur potr reud oud. ●(1924) LZMR 28. ha gouest, hirio, da doulla eun tenn falc'h kerkouls hag ar reuta. ●41. kaout diouvrec'h reut. ●(1936) TKAL I 66. ar reuta houc'hed-gouez a gaver er Saks. ●(1954) LLMM 46/11. reutañ martolod ar Gellvêneg. ●(1955) STBJ 76. ar reuta gwaz eus kanton Pleiben.

(3) Reut e benn : la tête bien droite.

(1924) BILZbubr 41/949. Hag en hent ar pever (lire : pevar) belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed, p'o deve evet eur werennad mat a jigodenn.

(4) Effronté.

(1952) LLMM 34/48. Ret, reut. An tamm tres ret-se : cet(te) effronté(e).

(5) =

(1924) BILZbubr 41/949. «Rog ! rog ! ko ! ko !... deut, va dousigou koant, deut !» / Hag e skrabe. / «Rog ! rog ! / A-bell, war an hent, en eur welet Jan Glaudadig hag e genseurted : / «Ko ! ko ! kog ! rog ! rog ! / Hag hen dirak e zimezelled, ha da c'houlenn – pôtr reut, mar plich, ar c'hilhog !

(6) =

(1732) GReg 300b. Dompter des personnes difficiles à gouverner, tr. «Van[netois] Gobér plegueiñ tud reud, ou, discombert.»

B. (en plt d'un inanimé)

(1) Raide, abrupt (à gravir).

(1903) MBJJ 265. eur c'hra re reut da zevel.

(2) Bien plein, tendu par la plénitude.

(1867) FHB 151/370b. Brema, potret (...) pa ze reud ho cov (…), lavarit deomp petra zo a-nevez e Goayen. ●(1877) BSA 7. ma tivoano ar greun puill ha reud. ●(1879) BMN 153. e lec'h ma zo greun reud ha coant ez eus ivez duan ha lostennachou.

(1909) FHAB Eost 233. reut eo e c'hodel ? ●(1910) MAKE 53. Va yalc'h n'eo ket eus ar reuta. ●(1928) BFSA 180. eur yalc'h hag a oa reut ha diroufenn (bien garnie). ●(1955) MIPO 11. leun eo va hof, ken eo reud va dillad.

(3) [sens intensif] Bon.

(1857) CBF 16. War-dro diou leo a gav d'in. Oh ! ia, diou leo gaer ha reud c'hoaz ! tr. «Je crois qu'il y a environ deux lieues. Oh ! oui, et deux bonnes !»

(4) (en plt du vent) =

(1925) BILZ 107. Saïg, eur briz reud a avel anei, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn klei ar skoud vras troet war an taked, a ziskouee d'ar pôtr penôs dizaveli ar gouel bras, lofi dindan ar rizennadou.

(5) (Voix) tranchante.

(1908) FHAB Mae 135. pegen reud ho mouez, pegenn zoun ho lagad !

(6) Difficile, pénible.

(1924) LZMR 41. Evid ober eur vicher reut, eo ret kaout diouvrec'h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec'h reut.

(7) Fortifiant, roboratif.

(1924) LZMR 41. Evid ober eur vicher reut, eo ret kaout diouvrec'h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec'h reut.

(8) fam. Hini reut : de l'alcool fort.

(1908) PIGO II 9. Ha breman, war-lerc'h an treo-man, bep a vanne hini reut, n'e ket gwir, pôtred ?

C. [empl. en comparaison] Reut-pi : raide comme un piquet.

(1968) LIMO 12 janvier. goleit a erh betag er hov, red-pi, kozig sklaset.

II. Adv.

(1) Plein à ras bord.

(1941) FHAB Gwengolo/Here 89. (Tregon ha tro-dro) Reut = Lakit d'in reut ! = Lakit va gwerenn leun betek ar bord.

(2) Skeiñ reut : frapper avec force.

(1919) BUBR 7/184. Mar sko reut an Alamanted war an ti poultr. ●(1936) TKAL I 36. Pep hini a skoas war ar paour kaez Lip-e-bao gant ar benveg a oa gantan, hag ar reuta ma c'helle.

(3) Derc'hel reut war ub. : tenir fermement qqn au moral.

(1924) BILZbubr 43-44/1020. Red eo derc'hel reut var ar pôtr, pe e teuio da vea eur gwall den evelato.

(4) Lazhet reut : tué raide.

(1868) KMM 257. e varc'h (…) a oe lazed reud.

(5) Goulenn reut : demander impérativement.

(1919) MVRO 8/1a. goulennomp reut, krenn, sec'h, rust, garw.

III.

(1) Bezañ reut evel un tamm koad : voir koad.

(2) Bezañ reut evel ur vazh : voir bazh.

(3) Bezañ reut evel un ibil er bleud : voir ibil.

(4) Bezañ reut evel ur ganabenn : voir kanabenn.

(5) Bezañ reut evel ur petegan : voir petegan.

(6) Bezañ reut e sac'h : voir sac'h.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...