Devri

rasklenn

rasklenn

f. –où

(1) (domaine maritime) Laisse de mer.

(1955) STBJ 173. tammou spoue a gavemp war ar raskenn. ●224. Raskenn : ar roudenn a jom war an trêz goude ma vez en em dennet kuit ar mor. ●(1964) ABRO 131-132. pell a-walc'h diouzh ar raskenn, evit mirout ouzh ar mor d'he sammañ gantañ. ●(1965) BIBE 140. dda zastumm an tammoù koad peñse a laoske ar mor war ar raskenn. (…) Hedet he devoa ar raskenn gant ar soñj da gavout meur a dra dalvoudus. ●(1990) TTRK 92. Rasklenn a raed dre zu-mañ eus an holl draoù a veze degaset en aod gant al lanv, ha lezet war an aod d'an uhelvor. (…) Goude ar vezhinadeg ne veze ket kavet kalz a vezhin-torr er rasklenn, sklaer eo, met goude an hañv e kaved adarre stank a-walc'h.

(2) (phycologie) Bezhin rasklenn : goémon d'épave.

(1985) OUIS 130. le chef de grève partageait la bande de goémon laissée par la mer (le bizin rasklenn). ●(1990) TTRK 91. Setu perak ez eo bezhin rasklenn eo a yaemp da zastum peurliesañ.

(3) (pathologie) Saburre.

(1990) TTRK 92. Rasklenn a reer ivez eus ar gwiskad gwenn blaz fall a zeu war ho teod p'ho bez (lire : p'ho pez) terzhienn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...