Devri

Menez-Bre

Menez-Bre

oronyme Le Menez-Bre (Pédernec, Louargat, 302 m).

I.

(1) Menez-Bre.

(1450) Dag 215. Oar menez Bre a bagadou.

(1732) GReg 116a. Mene-Brè. ●191a. Un Historyan guinidicq a vreiz a raport penaus ez eus bet dalc'het ur sened ebarz en prioldy sant Herve, var lein menez Bre, èntre Guëngamp ha lanvyon. ●636a. Menè-brè.

(18--) PENdast 207. Jannet ar Gwen a lavare / Woar vene Bre ag an de se. ●(18--) PENdast 304. Nag an den kos a levere / En he goaze war vene Bre.(18--) PENgwerin10 156. Hag an den koz a levere / En e goaze war Mene bre. ●(18--) MILg 165. barz en ti korn e Mene Bre. ●(18--) (1951) MRPM 158 [= ADBR 1907, 402 = PEN]. Janet ar Gwen a lavare / Woar vene Bre an de se. ●(1867) TELrem 170. Karis, person Plougras, barz Mene-Bre. ●(18--) SON I 186. Eur boezell gwiniz, mil ha seiz, / A douch ma zad a Venez-Breiz (rime en -eizh). ●(1886) ARN 46. Mogedi ra Mene-Bre. Eman sant Herve oc'h ober tan gand belen glaz. ●(1886) IVO 27. Teu eur c'houezadenn sec'h divar lein menez-Bre. ●(1894) BUEr 6. Menebre. (1898) BRE 54. Ar sun warlerc'h, e Menez-Bre.

(1900) KAKE 205. Pa bignez var lein Mene-Bre da grial d'an tan goall ! ●(1900) (1927) CONS 905. Diouz Enez Modez e tisklaerier. Mene Brê. (1903) MBJJ 274. goude bean savet war Vene Bre. ●(1904) DDKB 140. Sav ’ta buan war Mene-Bre. ●(1911) BUAZmadeg 402. gant eur c'halz euz an dud a iliz var Mene-Bre.793. O tistrei divar Mene-Bre. ●(1912) MELU 413. Ar zeitek a vis ewen / A ve foar mene Bré war an dosen, / A lak ar c'hoz saout da vresken, / Ar c'hezek da winqal / Hag ar groac'hed da vrinqal. ●(1916) KRVT 180/2d. unan eus koste Menebre. ●(1919) KABR 15. Dister en da gichen e kavan Menez Bre. ●(1923) ARVG C’hwevrer 22. met en askont zo niver a dosennou tro-zro, ne zeblant ket kât uhelder Mene Bre. ●(1931) FHAB C'houevrer 49. Ar brosesion vras da gloza ar mision a gemeras hent chapel sant Herve, war Mene-Bre. ●(1974) TDBP III 67. E petore parrez ema Menez-Bre ? ●(1995) LMBR 92. o klask breoù Menez-Bre ?

(2002) TEBOT 62a. 'Oa da zeiz ar foar nevez / War dachenn Menez-Bre. ●106a. Etre Kallag ha Gwengamp / Kêr Lannuon ha Pontrev / A zo un dosenn uhel / Hag a zo añvet Menez-Bre.

(2) Ar Menez-Bre.

(1851) PENgwerin5 221. Er foar vaze er Menebre.

(1904) DDKB 136. Dre brukou ruz ar Mene-Brê. ●(1910) ISBR 67. Ur prantad benak arlerh, ardro 548-550, ar beg er Mañné-Bré. ●(1910) IBRK 54. anavezet dindan an hano a Wenc'hlan pe Gwiklan, barz ar Mene-Bre. (1911) BUAZmadeg 793. en em vodaz eun devez var ar Mene-Bre. ●(1911) BUAZperrot 439. var gern ar Menez-Bre. (1923) ARVG Mezheven 85. ar Mene Bre. ●(1951) MRPM 164. Teurnier a sav e ben dreist d'ar C'hoat ar Beuffou / Ha dreist d'ar Menez-Bré, ha dreist d'ar C'hoat-Liou; / Gurunhuel hag Koat-Forn, Menez bras Pistien, / Menez Vern hag Kroaz Huet zo izel e gichen. ●(1979) (1997) PLVB 31. An deizioù war-lerc'h, ec'h eas ganti da foar ar Menez-Bre, betek ar C'hozhvarc'had. ●(1980) (2005) IFTR 229. Run A Go oa bet skoet teir gwech an tan warnañ a oa kouet diwar ar Menez Bre ! ●(1995) LMBR 93. war lein ar Menez-Bre.

►Tosenn Menez-Bre.

(c.1868) GBI I 362. Etre chapel Sant-Efflam ha tossenn Menez-Bre. ●(18--) SBI I 316. war dossenn Menez-Bre.

(1910) EGBT 131. Ar gouent vrasan eus eskopti St-Brieg en em gav en parouz Bear, eur leo eus tosen Menebre. ●(1980) (2005) IFTR 131. Un devezh pell goude e tarnije ar c'houlmed / Ha tosenn Menez Bre oa dija melenet.

►Tosenn-Vre.

(2002) TEBOT 107b. Goude bezañ kollet kalz / Deus o zalvoudegezh / 'Vez gwelet war dosenn-Vre / Meur a benn tiegezh.

►Bre.

(1732) GReg 116a. Bré, mont près de Guingamp.

(1866) BOM 98. Mond da foar Vre gand ho azen. ●(1889) CDB 179. Me 'm ije gret eur foar en Bre / Hag a vije hanvet ar foar neve.

(1900) MELU 365. Da foar Vaho Bre, / Keit an noz hag an de. ●(1904) DDKB 20. Bete kein Brê, ar mene kraz. ●(1912) MELU 200. Ar seitek eus a vezeven / Eman foar Vre war an dosen. ●(1965) BAHE 44/17. Hogene (pe) Ogene, ar menez da geñver Bre, war zouar Louergad, uheloc’h e gwirionez eget Bre e-unan. ●(1977) TDBP II 161. Hizio e oa foar Vré. ●(1985) ARGV 246. D’an devezh an foar en Bre / E vo paeet an holl dle.

►Montagn-Bre.

(18--) PENgwerin9 99. rac ma vijen bet voar vontaign bre / quantan plahic sou cavan a me.

II.

(1) Expression.

(1886) ARN 46. Sil [ar stouper] tourne le dos à la côte et qu'il se dirige vers Prat et Bégard, il aperçoit la montagne de Bré, à six lieues dans les terres; les signes dans le ciel n'ont plus le même sens : Mogedi ra Mene-Bre. Eman sant Herve oc'h ober tan gand belen glaz. "Le Méné-Bré s'enfume; saint Hervé est à faire du feu avec du genêt vert." Dans ce cas : pluie prochaine et fatale...

(2) Dictons.

(1896-1897) MELu 89 [= DDPB. 68/250]. Ar zeitek a viz ewen / E ve foar newe Bre war an dosen, / A lak ar c'hoz saout da vresken, / Ar c'hezek da winqal / Hag ar groac'het da vrinqal.

(1912) MELU 200. Ar seitek eus a vezeven / Eman foar Vre war an dosen. ●(1912) MELU 413. Ar zeitek a vis ewen / A ve foar mene Bré war an dosen, / A lak ar c'hoz saout da vresken, / Ar c'hezek da winqal / Hag ar groac'hed da vrinqal.

(3) Proverbe.

(1900) KRL 12. Da foar Vaho Bre, / Keit an noz hag an de, tr. « A la foire de saint Matthieu de Bré (22 septembre), la nuit et le jour sont d'égale longueur ». ●(1912) MELU 365. Da foar Vaho Bre, / Keit an noz hag an de. ●(1923) ARVG gwengolo 130. Da foar Vaze Bre, / Keit an noz hag an de. ●(1974) TDBP III 324. Foar Vazo Bre, keit an noz hag an de (deiz), tr. « à la foire Saint Mathieu du Ménez-Bré, la nuit est aussi longue que le jour (21 spt.) ».

(4) Proverbes, dictons.

(1732) GReg 116a. Bré, mont près Guingamp. Mene-Brè. id ẽ, menè-breur, à cause de l'Hermite St. Hervé, dit, Breur, ou Moine.

(1946) SAGU 61note. Le Méné-Bré, colline bordant la grand'route nationale Paris-Brest, entre Guingamp et Bell-Isle-en-Terre : saint Hervé la sanctifia et lui a laissé son nom, Menez-Herve ou simplement Menez-Breur, la montagne du frère. Une fontaine abondante rafraîchit son sommet; auprès une chapelle dédiée à saint Hervé. Tous les ans le 17 juin on y célèbre un grand "pardon", accompagné d'une foire, célèbre dans toute la Bretagne: à cette foire, comme aux autres foires et, disent les vieux du pays, plus qu'aux autres foires, accourent les larrons, d'où les dictons : Sant Herve Men-Bre / Laër en noz, laër en de. // Saint Herve Mene Bre / Laër ar chezec, noz ha de.

(5) Devinette.

(1955) SKOL 4/3/41. Pet lost leue a zo eus du-se da Venez-Bre ? Unan, mar bez hir a-walc'h. ●(1974) TDBP III 334. Ped lost leue a zo ac'hann da Venez-Bre ? – Unan, mar bez hir a-walc'h.

(6) Croyance populaire.

(1974) TDBP III 345. Gwechall ar gloer a ouïe lavared an oferenn-drantell. Honnez a veze lavaret war an tu-gin. Pa lavare ar beleg an oferenn-drantell war Venez-Bre e veze ken tomm dezañ o tifenn ene an hini maro diouz an diaoul ken e fonte bloukou e votou. ●(1977) TDBP II 535. Pa lavare eur beleg an overenn drantell war Venez-Bre a veze ken tomm dezañ ken e fonte bloukou e votou. (...) An overenn drantell a veze lavaret war an tu-gin. ●note Jules Gros : « An overenn drantell, la messe de trentaine. C'était la dernière des trente messes que l'on faisait dire pour les défunts. Le prêtre la disait à la chapelle du Ménez-Bré, à minuit et à rebours. On racontait que l'officiant avait maille à partir avec la troupe des démons accourant à son appel autour de la chapelle et à qui il voulait arracher l'âme du mort. Celà explique la phrase suivante que j'ai entendu prononcer par une vieille dame de Trédrez. »

(7) Proverbe.

(1985) ARGV 246. D’an devezh an foar en Bre / E vo paeet an holl dle.

(8) Expression.

(2004) TROMK 207. Te zo evel Visant Veno e Foar-Vre, / 'Vez a-drek rêr e-pad an deiz. Itron an Alan, eus bro Landreger.

(9) Devinette.

(2004) TROMK 210. Laka da droad dehou war dosenn Menez-Bre / Ha da hini kleiz war hini Menez-Du, / Ha lavar din diouzhtu / Petra en em gav etreze ? / - Da revr.

(10) Foar Vre.

(2005) TAGW 163. An NO : Foar Vre, / (autrefois) foire (aux) chevaux du Menez Bré, hante toujours la mémoire des anciens à des lieues alentour.

III. [Toponymie locale]

(2002) TEBOT 106a. Eno e-kichen Sant-Herve / Em eus graet ur c'hompren / 'War an holl barrouzioù an dro / 'Vit ober ur ganenn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...