Devri

marv .2

marv .2

m.

I.

A.

(1) Mort (phénomène).

●(14--) Ab inscription. An materi a studiaff, pe prederaf a cafaf garu / Goude hon holl fet en bet man, divez peb vnan eu an maru. « Le sujet que j'étudie, quand je le médite, je le trouve dur : / Après toute notre carrière en ce monde, la fin de chacun est la mort. » ●(1499) Ca 133a. Maru. g. la mort. ●(1530) Pm 179. ne maruhe quet / A maru dicoffes, tr. «il ne mourrait pas / De mort sans confession.»

(c.1680) NG 665. gouzan ar marf.

(1849) LLB 613. marw hur Roué.

(2) Lakaat d'ar marv : mettre à mort.

(1456) Credo 8-10. Hac agouz avas passion dedan pilat / crucifiet dan marue quenbuan voe / laquet ha goudese sepeliet, tr. «Et a souffert (la) passion, / crucifié sous Pilate ; / aussitôt il fut mis à mort / et ensuite enseveli.» ●(1576) Cath f° 12 r° 11-13. onestãt dre da art magic ez vehe great laqueat an rouanes dã marou euitce.

(1659) SCger 81b. faire mourir, tr. «laquat dar maro.» ●(c.1680) NG 1506. De lecat Doué der maruë.

(3) Marv-gwenn : la mort par le froid.

(1966) BAHE 50/37. Aon avat a grog ennañ, aon rak ar marv-gwenn.

(4) Tapout e varv : mourir.

(1915) HBPR 242. Le Goff (...) a dapas e varo deuz ar gouliou en doa paket oc'h en em zifenn.

(5) Taol ar marv : coup mortel, funeste.

(1868) KMM 94. rei deza taol ar maro. ●(1889) ISV 234. ne c'hortozent mui nemet taol ar maro.

(1900) MSJO 147. a rofe dezhan taol ar maro. ●(1911) BUAZperrot 134. nemed o skei ganto taol ar maro. ●(1912) MMPM 64-65. ha pa ho kwelfen, Aotrou, o reï din taol ar maro, ne baouezfen ket da lakât va fizianz ennoc'h. ●(1934) FHAB C'hwevrer 54. ha buan e reseo ive taol ar maro.

(6) Dont ar marv da ub. : mourir.

(1891) MAA 80. ne vankaz ket, pa deuaz ar maro dizi, da bedi kalounek eviti.

(1900) MSJO 126. Ar Spered-Santel en doa respontet ous he beden ne deuche ket ar maro dezhan araog beza guelet Jesus-Christ. ●(1921) PGAZ 52. hag a-bred e teuaz ar maro d'ezho.

(7) Ober ar marv bihan : faire semblant d'être mort.

(1909) HBAL 8. Evit anaout santimanchou he nizien en he genver e sonjas ober ar maro bian. ●(1936) TKAL I 12. Alanig a yeas ganeoc'h, a c'hourvezas e-kreiz an hent hag a reas ar maro bihan. ●48. Ma ne ran ket ar maro bihan e vo roet din ar maro bras.

(8) War ar marv : sur la mort (= au moment où l'on meurt, à l'heure de la mort).

(1860) BAL 107. dreist-oll var or maro. ●(1864) SMM 44. setu ar pez a vel ar pec'her var he varo. ●(1866) SEV 61. pa vez war he varo. ●(1877) EKG I 192. Jesus ha Mari, var va maro va zikourit !!! ●(1890) MOA 125a-b. Assister à la mort de q. q., tr. «beza var maro u. b.»

(1919) LZBt Du 11. badeza ra ane war ar maro.

B. par ext.

(1) Enterrements.

(1860) BAL 52. Evel m'eo bet scrived va ano var gaïer ar badiziantou, var gaïer ar beo, e vezo scrived ive var ini ar maro.

(1909) FHAB Here 301. Hirio ema ar vrezel ruz etre ar maro hag ar beo, hag ar beo a zeblant kaout an treac'h. ●(1915) HBPR 74. Ne vije galvet, morse, nag evit ar beo nag evit ar maro.

(2) La mort personnifiée.

(1902) PIGO I 116. kelennadurez hon breur, ar Maro.

II.

(1) (plur. –où, –ioù) Mort, décès, perte.

(1790) MG 272. mar a uéh dré varhueu soubitt.

(1857) HTB 228. dre varvou kriz. ●(1890) BSS 20. scoet gant eur maro trum.

(1909) FHB Gouere 202. ar marvou chatal. ●(1919) MVRO 13/1a. Ar marviou a ya war greski bemdez dreist-holl emesk ar vugale.

(2) (plur. –ed) Homme mort.

(1790) MG 311. resuscitein ur marhue. ●(1792) HS 263. deit ouent de gonsolein houerrézèt er marhüe.

(1923) DIHU 149/360. Ur marù e za ér méz ag en toul digoret.

►[empl. sans art.]

(1922) FHAB Ebrel 108. Morse n'em eus krenet rak beo na rak maro.

(3) Kaier ar marv : registre des décès.

(1860) BAL 52. Evel m'eo bet scrived va ano var gaïer ar badiziantou, var gaïer ar beo, e vezo scrived ive var ini ar maro.

III.

(1) Trist evel ar marv : très triste.

(1874) FHB 511/324b (L) G. Morvan. Bez'e devoa eur genet dispar, trist oa avad evel ar maro.

(1900) ANDP 24 (T) E. ar Moal. Mez hi, ken laouen a-rôg, a zeuaz trist evel ar maro. ●(1907) AVKA 152 (T) Biler-Azenor. Ha koulskoude trist maro e vijent ganthe.

(2) (Disliv, glas) evel ar marv : très pâle.

(1913) BOBL 421/1 (L) L. ar Floc'h. Sempl e oa ar vamm iaouank, gwenn evel eur goarenn, disliv evel ar maro. ●(1955) VBRU 90 (T) *Jarl Priel. Ha hi ken glas hag ar marv.

(3) Sioul evel ar marv : très silencieux.

(1908) PIGO ii 115 (T) E. ar Moal. Den na ranne eur gir war hent ar jandarmed : an trouz a oa tavet, sioul an holl evel ar maro. ●(1981) ANTR 41 (L) *Tad Medar. Sioul-maro e chomas an ilizad tud.

(4) Treut evel ar marv : très maigre.

(1911) RIBR 164 (L) K. ar Prat. Eur pennad goude, en em gavas gantan eun den treut, treut maro, n'en doa nemet an eskern hag ar c'hroc'hen.

(5) Na vezañ marv mil den : il n’y a rien de grave.

(1935) BREI 389/4c (T). N'eo ket eur marv-mil-den dioueret eun dra bennak evelse. ●(1942) VALLsup 4. Ce n'est pas une affaire si importante que cela ! tr. F. Vallée «N'eo ket eur marv mil-dén (de faire ober) !» ●12. À qqn qui se récrie sur la dépense en argent on répond : ze n'eo ket marv mil dén ! ●(1947) YNVL $$$ (Ki) Y. Drezen. N'eo ket marv mil den...

(6) Ober ar marv bihan : faire le mort.

(1909) FHAB Eost 231 (L). hen asbueza goude ar maro bihan great ganti. ●(1911) RIBR 136 (L) K. ar Prat. Gourvez a eure war lez an hent bras, en eur ober ar maro bihan. ●(1931) VALL 291. Faire le mort, tr. F. Vallée «ober e varo bihan.» ●(1933) ALBR 31 (T). Welet ket aze, emezan; n'az tevoa ket lazet anezan ! Nen doa graet nemet ober ar «marv bihan». ●(1936) TKAL II 18. Al louarn, avat, a zo chomet e-kichen tosenn Sant Mikael, d'ober maro bihan war lez an hentou evit tizout al loened dizrouk ha rei d'ezo ar maro bras. ●(1970) BHAF 289 (T) E. ar Barzhig. Ha koulskoude e vefe propoh din mond d'an iliz e-leh chom d'ober ar maro bihan em zoull.

(7) Bezañ marv e amezeg : voir amezeg.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...