Devri

gwezhall / gwechall

gwezhall / gwechall

I. Adv.

A.

(1) Autrefois.

(1621) Mc 102. an oll dangerou a pechet principalamant, an re en deues gret deomp guez all couezaff ennaff. ●(1633) Nom 251a. Lapis rediuiuus ; veteranus : pierre qui a été autrefois mis en œuure : mæn á ve bet guez all en œufr.

(1659) SCger 7a. anciennement, tr. «guezall.» ●67b. iadis, tr. «guezal.» ●153a. guez all, tr. «vn autrefois.» ●(1741) RO 1446. beagal e voelen. ●1765. Dre ma poa beaig all drouc comset à hanno. ●(1732) GReg 72a. Autrefois, anciennement, tr. «Güeachall. güeichall. güechall. Treg[or] gouëch-all.» ●(17--) EN 2794. heman vige guechal nos a de er vordel, tr. «celui-ci était autrefois nuit et jour au bordel.»

(1852) MML 51. Goejal ar Judevien a nefoa, distans ha distans, qerio hinvet qerio a refuj. ●(1869) SAG 4. evit ober eur brezel a-ziaoul, edoare guechall, d’an ano a gristen. ●(1874) FHB 497/212b. An douar-ze ken edok guechall.

(2) Gwezhall diouzh gwezhall

(1926) FHAB Here 397. gwechall diouz gwechall, hirio diouz hirio !

B. Épith.

(1) D’autrefois.

(1890) MOA 131a. La mode d’autrefois, tr. «ar c’hiz gwechall

(1910) MAKE 2. n’eo ket azenned eo ez int evel re gwechall. ●(1926) FHAB Mae 235. Elec’h ar garantez gwechall e oa savet eun drouk-rans. ●(1942) FHAB Gouere/Eost 187. al listri-kegin n’int ket henvel ouz ar re wechall.

(2) An amzer wechall : le temps jadis, du temps jadis.

(1912) MMKE x. mouez Barzed an amzer gwechall. ●(1926) FHAB Here 372. derc’hel mat ato da c’hiziou mat an amzer wechall. ●(1936) IVGA 45. bougreed an amzer wechall.

II. Loc. adv.

(1) Gwechall-gwechall : autrefois il y a longtemps.

(1910) MAKE 23. Gwechall-gwechall, nep n’en doa ket daoulagad a oa dall.

(2) Gwechall-gozh : autrefois, il y a longtemps.

(1876) TDE.BF 263a-b. Gwechall-goz, adv., tr. «autrefois il y a bien longtemps.» ●(1889) ISV 164. e voa bet guechall goz eur chapelic.

(1909) BOBL 23 janvier 213/2c. Breiz a goll, en eur zioueret ouz Marc’harit Phulup, unan euz ar grage a oa ar gwella skuer deuz an traou a wechall goz. ●(1910) MBJL 120. Kement-man a ziskoe e oa gwejal goz evel eun emgleo. ●(1921) PGAZ 16. Guelet e veze guechall goz daou hag avechou tri rumm dud dindan ar memez toenn. ●(1926) FHAB Du 430. Sant Pol a Leon en doa prezeget gwechall goz e Eusa hag e Baz.

(3) Amzer gwechall : jadis, autrefois.

(1911) SKRS ii 196. Ar bayaned zoken, amzer guechall, a ioa kustum da bedi ho doueou faoz.

(4) A wechall : d’autrefois.

(1907) AVKA 8. gan ar sonj deus e vadelez a wej-all.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...