Devri

gwelout / gwelet

gwelout / gwelet

v. cf. gweled

I. V. intr.

(1) Regarder.

(1926) FHAB C'hwevrer 65. Ke da doull ar gloued houarn ha gwel ac'hano ha tud a zo e bali ar c'hastell ! ●142. Gwelit, emezan, an dud-ze, nag e seblantont evurus ! ●(1929) FHAB Genver 3. Sellit, en dro d'eoc'h ha gwelit ha n'eo ket re wir ar pez a lavaran.

(2) Pe me welo :

(1878) EKG II 62. c'hui a zislounko ar ger-ze, pe me velo. ●(1879) MGZ 238. na douchit ket outho, pe me a velo.

(3) Da welet : en apparence.

(1909) FHAB Meurzh 68-69. Ar skol-laïk, zo evit netra ! da welet, an dra-se zo gwir, mez da c'houzout an dra-ze 'zo gaou ; mez hag e vije bet evit netra, da c'houzout evel m'eo da welet, e vije bet re ger c'hoaz. ●(1911) BUAZperrot 91. ne oa Jenovefa nemed eur vaouez chouchet, kalz gwelloc'h da welet eget da c'houzout. ●116. e leac'h ma 'z eus dimezi da welet, n'eus dimezi ebed da c'houzout. ●200. Eun dra vihan da welet, sin ar groaz a zo eta eun dra vras da c'houzout. ●279. diskouez beza kaletoc'h ouz ar boan da welet eget ne d'omp da c'houzout. ●(1913) FHAB Ebrel 100. ker chentil ha ker koant da welet ha m'oa fallakr da c'houzout. ●(1913) FHAB Mezheven 219. traou enno bravoc'h da velet eged da c'houzout. ●(1935) LZBl Du/Kerzu 281. ar c'haonv d'ezo a vez brasoc'h da welet eget da c'houzout. ●(1937) LZBl Genver/C'hwevrer 20. an diavêz a c'hell beza paour da welet, hag an diabarz pinvidik da c'houzout !...

(4) Kaout da welet =

(1911) BUAZperrot 153. an holl goazed o deus keit ha keit da welet. (…) Goazed Franz m'o deus holl da welet, o deus holl ivez da respont.

(5) Gwelet a-dost : examiner.

(1970) BRUD 35-36/145. Moarvad ivez abalamour ar zouezuz a zen-ze, war desteni R.-Y. Kreston, a gave da weloud a-dost e peb imbourh ar c’hoariva d’ar mare-ze.

II. V. tr. d.

(1) Voir.

(1472) Js ms latin BNF 1294 f°198. Gruet eu tom hep chom an comun goude dilun an suzun guen. / breman ez guellet guelet scler na gueu quet ter map an spernenn. tr. « Le commun (des saints) a été fait vivement, sans s'arrêter, après le lundi de la semaine blanche (des Rogations) ; / Maintenant vous pouvez voir clairement si le fils de l'Épine n'est pas expéditif. » ●(14--) Jer A.117(b). Evytaff, a m’hevel, marvayll eu e guelet, tr. « Quant à lui, il me semble, c’est merveille de le voir » ●(1499) Ca 102a. Guelet. g. voir. ●(1530) Pm 27. Ma ho guyliff din em finuez, tr. «Afin que je les voie dignement à ma fin.» ●(1557) B I 100. Dre nep ampris (…) ne guilis quet / He quen parfet, tr. «je n'ai point connu (…) en aucune façon, aussi parfait à voir.» ●(1650) Nlou 489. Dre guir gaudet dont santel de guelet, tr. «de venir le voir saintement du fond du cœur.»

(1856) VNA 97. Il ne m'a jamais vue, tr. «Biscoah n'en dès men gùélet

(1925) DLFI n° 6/2c. Ah ! fidandoustik ! Laou, kountant braz oun avad da velet ac'hanoc'h aman.

(2) Voir, se rendre compte.

(1530) Pm 129. Hac ez guelaf spes em leset, tr. «Et je vois clairement que vous me laissez.» ●(1575) M 352. Ouz guelet ez eux gloat, daz grat ha pompadou, tr. «Voyant que tu as fortune à ton gré, et grandeurs.» ●(1576) Cath p. 10. guellet na dout nemẽt vn grec fragil, tr. «en voyant que tu n'es qu'une faible femme.»

(3) Regarder.

(1633) Nom 132a. Fori, spectacula : eschaffaut où sont ceux qui regardent ioüer : an chaffòt pè en læch an rè á vez ô guelet hoary.

(4) Comprendre.

(18--) CST 9. Dioklesian a oa pagan, ha n'en divije gwelet netra er c'homzou-ze.

(5) Montrer, faire voir.

(1929) SVBV 82. Gwell d'in da draou 'ta, Paganad !

III. V. tr. i. Kaout da welout war ub., udb. : avoir droit de regard sur qqn, qqch.

(1847) MDM 345-346. hen-ez epken en deuz da velet varn-ezhan. Te n'ec'h euz pe-velez, pegement bennag ma'z oud mear. ●(1877) EKG i 257. n’en doa mear Lesneven (...) netra da velet var he oberou.
(1894) BUZmornik 107. da vizita an holl gouenchou m'en doa da velet varnho.

(1909) FHAB Gwengolo 276. d'ho pugale eo e c'hoantaomp deski (...) o deveriou e kenver kement hini o deus da velet varno. ●(1925) FHAB Mae 170. an hini en devoa da welet war ar poultr. ●(1926) FHAB Kerzu 462. Landevenneg en doa Grallon da welet warni. ●(1967) BAHE 52/32. gwelet war : kaout en e garg.

IV. = (?).

(1847) MDM 345-346. hen-ez epken en deuz da velet varn-ezhan. Te n'ec'h euz pe-velez, pegement bennag ma'z oud mear.

V. V. pron. réci. En em welout : se voir.

(1856) VNA 97. Autrefois nous nous voyions souvent, tr. «Guéharal ni e hum huélé liès.»

(1943) FATI 114-115. Eur blijadur e voe evit an diou vihan en em welout, pokat a rejont start an eil d'eben.

VI.

(1) Na welet nemet gant e c'henoù : voir genoù.

(2) Gwelet pemp heol o parañ : voir heol.

(3) Gwelet Michel e-dan ar chopin : voir Michel.

(4) Gwelet e pe lec'h eo kouezhet ar c'hleuz e park an nesañ : voir kleuz.

(5) Gwelet an delioù a-enep : voir delioù.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...