Devri

ganet

ganet

adj.

I.

(1) Né.

(1499) Ca 90a. Ganet. g. nez. ●103a. g. nez. b. ganet. ●(c.1500) Cb 30b. [breuzr] Jtem vterinus / a / um. g. qui sont nez dung ventre et ne sont pas de vng pere. b. guanet a vn mam ha neguint quet a vn tat.

(2) Den ganet, gwaz ganet : personne.

(1741) RO 2321. Ne gredan quet eue den gannet uoar an douar / Mar queromp enem sicour a rafe dimp glahar. ●(1783) BV 530. goude da uout maguet un trimisues antier / hep gout Da den gannet dre clas (lire : cals) ves a miser.

(1957) BRUD 2/34. Kristen ganet ebed enni kennebeud… ●48. n'eus gwaz ganet ebed gouest da veza gwelloh egeto. ●(1959) BRUD 8/16. Ne anzavin ket Jakez. Da zen ganet ebed.

(3) Dall ganet : aveugle de naissance.

(14--) N 1003. dall ganet, tr. «aveugle de naissance.»

(1861) BSJ 160. un dén dal-gannet.

(1907) BSPD I 156. rantet er guéled d'un dén dal gañnet.

(4) Kentañ ganet : premier né.

(1913) AVIE 15. Ha Mari e lakas ér bed hé mab ketan gañnet. ●18. Peb mab ketan gañnet.

(5) Noazh-ganet, en noazh-ganet : nu comme au premier jour.

(1688) MD I 6. beza scourgezet betec ar goat en noaz ganet. ●(1732) GReg 663b. Nu comme on est sorti du sein de sa mere, tr. «noaz-ganet

II.

(1) Bezañ ganet da sadorn da noz ha badezet goude koan : ne pas être très malin.

(1909) FHAB Eost 232 *Laouig Beg ar Spins. Darn a lavar oa ganet d'ar zadorn da noz ha badezet goude koan ; mes kement a deodou fall a vez breman etouez an dud !...

(2) Bezañ ganet da sadorn da noz goude koan diwezhat : ne pas être très malin.

(1910) MAKE 49 E. Crocq. Gwennole Mellfaout (hennez eo e ano), a ranke beza ganet da zadorn da noz goude koan divezat, rak gwall skanvik e oa e dammig penn dindan e goz tok. ●(1957) BRUD 2/44 (K) Y. ar Gow. Daoust ma lavare e amezeien e oa ganet d'ar zadorn da noz, diwezat goude koan, ne oa ket Yann ken droch-se tre adarre.

(3) Bezañ ganet da sadorn goude koan : ne pas être très malin.

(1962) LLMM 90/19 (K) Y. ar Gow. An Troadeg, avat, bet savet war ar maez ha kaset diwezhat d'ar skol, ne oa ket bras e zeskadurezh nag e skiant zoken. Darn eus e genvroiz a soñje e oa ganet da sadorn, goude koan, ha, moarvat, e oa gwir kement-se.

(4) Bezañ bet ganet da sadorn : ne pas avoir de courage au travail.

(1878) SVE 36. Da zadorn ez eo bet ganet, / Ebad gant-han al labour gret, tr. L.-F. Salvet «C'est un samedi qu'il est né, il se réjouit de la besogne faite.»

(5) Bezañ bet ganet da sadorn goude al labour graet : ne pas être très malin.

(1949) KROB 12/12 (L) H. Greff. Cheun, eur jikenn e korn e c'henou, a zo erruet gant ar bal war e skoaz, evit terri ar pennou. Netra da ober evit lakaat anezañ e lec'h all : aon en deus rak ar c'hezeg, ha ganet eo da zadorn goude al labour graet.

(6) Bezañ bet ganet d'ar sadorn da noz : ne pas être très malin.

(1912) MELU XI 368 (T-Trevereg). Hennez 'zo bet ganet disadorn goude kranpoas, tr. E. Ernault «Il est né le samedi après les crêpes (il est sot.) Trév[érec]. On dit au même sens : Hennez 'zo deuz sadorn noz, il est du samedi soir; et, sans mention du jour : 'Ré-me 'zo deuz koste hadvern, ie. Ceux-là sont du côté de la seconde collation, aussi. (kerfot.) Sf. S.36.» ●(1986) PTGN 62 (L) *Tad Medar. N'eo ket ijin a vank d'ezo... N'int ket bet ganet d'ar zadorn da noz, hini e-bed anezo.

(7) Bezañ ganet goude ar c'hrampouezh : ne pas être malin.

(1919) FHAB Kerzu 178 (T) *Gab Liskildry. Ha Yan, hep beza eur beulbez, / 'Zo ganet goude ar c'hrampouez.

(8) Bezañ ganet disadorn goude krampouezh : ne pas être malin.

(1912) MELU XI 368. Hennez 'zo bet ganet disadorn goude kranpoas, tr. E. Ernault «Il est né le samedi après les crêpes (il est sot.) Trév[érec].»

(9) Bezañ ganet er sadorn da noz goude ar c'hrampouezh gwinizh : être arriéré.

(1942) VALLsup 12. Il est arriéré, tr. F. Vallée «ganet eo er sadorn da noz (goude ar c’hrampouez-gwiniz) popul.»

(10) Noazh evel pa oan ganet : être nu comme au jour de sa naissance.

(1825-1830) AJC 2195 (Go) J. Conan. Ma nem divisquis en noas evel ma voan ganed, tr. J. Conan «Je me mis nu comme au jour de ma naissance.»

(11) Bezañ ganet dindan ur blanedenn vat : voir planedenn.

(12) Bezañ bet ganet er ribod : voir ribod.

(13) Bezañ bet ganet ur wech m'eo dilodennnet tout ar c'histin : voir kistin.

(14) Bezañ ganet e fin ar sizhun pa oa ar re all o tebriñ kistin : voir kistin.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...