Devri

friko

friko

f./m. –ioù

I.

(1) Repas de noces.

(1909) KTLR 87. Emechans, e c'hellan pedi anezho da zond da m' friko. ●(1921) LZBt Here 21. e plij d'e eur pred-friko. ●(1936) IVGA 235. ni a vo friko cheuc'h ganimp, e ti an Andro, Mimi. ●(1974) THBI 162. Memes m'oa evet eur voujaron «champagne» en e frikou. ●164. ar vadiennou, ar frikoiou.

(2) par ext. Bon repas, gueuleton.

(1835) AMV 712. quen bras abondanç a fricoyou. ●(1872) DJL 39. meur a gof dôn, / Goude ho frikoïou a halfe kaout naon. ●(18--) RGE 24. Evit festa molarje. / Pa veso deut ni a rai frico.

(1921) PGAZ 55. evit laouennaat ho frikojou.

(3) Friko ti-nevez : repas lors de la prise de possession d’une nouvelle maison.

(1928) CONS 356. Anavezout a ran tud hag a vez o frikota pad ar bloa, pevar dewez war seiz d’an nebeuta : friko ti-nevez ; friko gwadigennou pa vez lazet ar porc’hel lard.

(4) Friko gwdegennoù : repas de boudins frais lorsque le cochon est tué.

(1928) CONS 356. Anavezout a ran tud hag a vez o frikota pad ar bloa, pevar dewez war seiz d’an nebeuta : friko ti-nevez ; friko gwadigennou pa vez lazet ar porc’hel lard.

(5) Ober friko gant : se régaler de.

(1903) MBJJ 210. ober 'reont friko gant an indrailho a vez distaulet duman ha duont.

(6) De quoi manger.

(1937) LZBl Genver/C'hwevrer 30. pep-unan a c'hellas debri e walc'h, rak n'eo ket friko a vanke.

(7) plais. Plad ar friko : l'assiette au beurre.

(1909) BOBL 03 juillet 236/1a. an den a ro eun taol lagad var stal hor ministred hag a wel an doujans ho deveus da blad ar friko.

(8) sens fig. Bezañ doare ar friko war ub. : être à la noce.

(1878) EKG II 96. Allaz ! paour keaz Ian Pennors, eme Mauriz Magerez, pa velaz ac'hanoun o tont leun-c'hoad, n'ema ket doare ar friko varnoc'h !

II. Bezañ er friko // Bezañ en ur friko : être à la noce. Cf. bezañ en un eured.

(1908) FHAB Ebrel 122 (L) *Potr e skourjez ler. Pa veze komzet rust outi n'eo ket gwellaat a rea dezi ken nebeut e c'hellit kredi. Rak-se, Fanch e goaz n'edo ket en eur friko; mez eun den a basianted oa, anez en divije torret he fenn outi. ●(1910) MAKE 107 E. Crocq. Ar glaouer, me lavar d'eoc'h, ne oa ket duze er frikou.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...