Devri

ebet

ebet

adv. & interj.

I. Adv. Aucun, nul.

(1557) B I 288. Moz diblammo pep tro noz noz bezo quet / Carez en bet, tr. «Je vous excuserai entièrement, et vous ne recevrez aucun reproche.»

(1732) GReg 63b. Aucun, nul, tr. «den e-bed.» ●(1779) BRig 46. agg epp raison al arbed.

(1860) BAL 41. eb aoun ebed mui rag ar maro. ●(1869) KTB.ms 14 p 137. To ! to ! n'hen roin da den a-bed.

II. Loc. adv.

(1) Tamm ebet : pas du tout.

(1860) BAL 220. Inoued maro e tleit beza, a lavaras unan. Tam ebed, emezi.

(2) Tamm + adj. + ebet : absolument pas + adj.

(1904) KZVr Gouere. Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet. (d'après KBSA 35).

(1907) AVKA 125. N'eo tam red ebed, eme Jesus. ●(1908) PIGO II 84. N'oun tam souezet ebet. ●(1914) DIHU 110/125. meit ne faut ket monet tam don erbet.

(3) [après un adv. de temp] (W)arc'hoazh ebet =

(1864) SMM 89. Marteze n'eus varc'hoas ebet evidoc'h.

(1905) IMJK 59. ne houiet ket ha ean e vou arhoah erbet aveit oh.

(4) Na vezañ + subst. + ebet =

(1872) ROU 75. Il est sans autorité, tr. «N'eo mestr ebed.» ●(18--) SAQ II 192. Evelato, dreizhi he unan, an dentasion ne d'eo pec'het ebet.

(1908) FHAB Eost 230. Eun den, en deiz hirio, n'eo den ebet heb deskadurez. ●(1909) FHAB Gouere 198. Eun den yaouank lâch evelse n'eo den ebet. ●(1923) FHAB Du 440. Eur pôtr yaouank n'eo den yaouank ebet, ma ne oar ket kana. ●(1925) CHIM 18. It da gerc'hat ho tilhad ha diwiskit ar re-ze ! N'oc'h perc'hen ebet d'ezo !! ●(1935) FHAB Ebrel 176. gand e spered lemm e oa deuet abred da anaout n'eo Breizad ebet an hini na oar ket komz brezoneg. ●(1942) FHAB Gwengolo/Here 197. Hini pe hini (...) a ra goap eus micher o zad : «N'eo ket micher ebet, emezo, ul labour evit tud dizesk ha tud diwarlerc'h !» ●(1958) BLBR 110/4 (d’après Kannadig Landi Meurz-Here 1957). N’eo micher ebed evid eur gwaz.

(5) V. + ebet =

(1880) SAB 22. lizerennou gret brao, d'an ini ne voar lenn ebed. ●45. ne re mania ebed, finva ebed.

(1942) FHAB Gwengolo/Here 199. N'oa karga ebet karga a-dreus gwechall.

(6) Adj. + ebet =

(1909) KTLR 126. oh ! tra, fâchet ebed, avad.

II. Loc. interj. Biken ebet ! : au grand jamais !

(1868) GBI I 210. N'oufenn bikenn da gredi, o nann, bikenn er-bed ! tr. «je ne saurais jamais te croire, oh ! non, jamais au monde !»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...