Devri

drom

drom

s.

(1) (marine) Drome.

(1944) GWAL 163/160-161. (Ar Gelveneg) E bourzh ar vag e vez atav un eil gwern, div a-wechoù ; bez' ez eus ivez div, teir pe beder roeñv ; a-wechoù un adwern, ur walenn goad bennak hag all ; bez' ez eus ivez ul lien pe zaou, bihan o gorread, a lakaer pa vez an avel taer-meurbet : graet e vez lien-kab eus ar ouel-se. An traoù-se a gevret a anver an drom. Ar gouelioù a daoler en traoñ, hag ar gwernioù zoken, a zeu da vezañ lod eus an drom. «Ne vez nemet un drom er bourzh, atav en tu diwar a'el» ; «savomp an drom diwar a'el, paotred, moñselli re a reomp» ; «risklet eo an drom, kement omp moñsellet» ; «kemerit pennoù-kerdin ha stagit an drom ouzh kostez ar bourzh». En e di en deus c'hoazh ar pesketaer un dastumad gwerni, roeñvoù, ha pezhioù prenn all, hag anezho holl e ra c'hoazh an drom.

(2) Tas d'algues flottant.

(1909) FHAB Meurzh 72. an «dromm», a vez neuze stlejet gant ar vag d'an aod.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...