Devri

darbar .1

darbar .1

m.

I. Fourniture.

(1938) ARBO 227. Ur goprig braù ou doè reit dein : hantér hant lur én argant ; diù greiz koarh ; un dantér koton ; un hant broh ; men darbar a voteu… ha men goalh a vouid !

II. [en locution]

A. Reiñ darbar da ub. : aider qqn.

(1964) ABRO 111. darbar a roas din war-dro ar boued.

B. par antiphr.

(1) Reiñ darbar da ub. : donner du fil à retordre à qqn.

(1925) FHAB Mae 171. Sav, emezan, rak ar re-man a roio darbar d'eomp breman souden.

(2) Rentañ darbar da ub. : donner du fil à retordre à qqn.

(1925) FHAB Gouere 257. Me 'gred hep dale pôtred ar «falz hag ar morzol» a rento darbar da bôtred ar groaz ! ●(1935) BREI 429/3b. mar gwel ive an Abyssinned o renti darbar d'ezan betek re.

(3) Danzen darbar da ub. : donner du fil à retordre à qqn.

(1926) FHAB Meurzh 97. Gwelet a ran, emezan, en eur deurel eur zell war e dro, emaoc'h aman o tanzen darbar d'ar Re C'hlas.

(4) Kaout darbar gant udb. : avoir du fil à retordre.

(1923) FHAB Gwengolo 332. Lesneveniz o devoe darbar eleiz gant o iliz.

(5) Bezañ darbar da ub. : avoir bien du mal (à faire qqc.).

(1867) MGK 94. arc'hant a c'hounezont / Gant divreac'h ar re all o labourat ann douar. / Ma rankfent he c'hounid, e ve d'ezho darbar !

(6) Kaout darbar gant ub. : se soucier de qqn.

(1943) VKST Genver-C'hwevrer 225. ar re ne zonjont nemet enno o-unan, n'o deus soursi na darbar ebet gant ar re all.

(7) Kaout darbar : avoir fort à faire.

(1942) FHAB Du/Kerzu 224b. Ar samma hag ar redadeg gant kant lur war ar skoaz. Gant ar gendtrivadeg-man o deus an holl darbar.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...