Devri

daouarn

daouarn

m. & adv. –où

I.

(1) M. Duel de dorn.

(1825) COSp 241. ou anemiset (…) ma couéhehet étré ou deorneu.

(2) Adv. A-zaouarn =

(1838) OVD 163. Conzet doh-t-hai èl pe veheoh peur èl d'hai. Mæs beah pihuiq a zeourne én ou hevér.

II.

(1) Gwalc'hiñ e zaouarn da ub. : gagner, corrompre qqn. Cf. lardañ an dorn da ub.

(1867) FHB 123/147b (L) Lan an Dall. Da baea banneou, da voalc'hi ho daouarn da eun darn paotred boaz da ober paea. ●(1870 MBR 56 ) (L) A. Troude. He mamm gaer ha re all zo ama, a zo bet gwalc'het ho daouarn d'ezho gant he arc'hant, evit tevel ha nac'h ar wirionez. ●(1874) FHB 497/214a (L) G. Morvan. Goalc'hi he zaouarn d'ar senechal. ●(1889) ISV 482 (L) G. Morvan. Hogen ama ar botred a gambr a c'houlenne ive ma vije goalc'het ho daouarn dezho.

(1931) VALL 327. Gagner (des témoins), tr. F. Vallée «gwalc'hi e zaouarn da fam.»

(2) Bezañ toull e zaouarn : être un grand dépensier.

(1970) BHAF 60 (T) E. ar Barzhig. Med ma lavarin deoh bremañ he zammou siou : toull e oa he daouarn, ken toull ken ne oant ket greet evid miroud gwenneien. ●265. Nann n'az-po ket arhant, eme ar vamm, goud awalh a rez eo toull da zaouarn, med peadra a roin d'az mestr koz evit paea amañ, en «Oaled», hag el leh all evidout... ●(1973) BRUD 43-44/33 (T) E. ar Barzhig. N'e-noa netra evitañ e-unan, toull e oa e zaouarn ken e oant ha roet e-nefe an tamm diwezañ diouz e henou.

(3) Na vezañ evit e zaouarn : ne pouvoir s’empêcher de voler.

(1935) FHAB Mae 207 (L) *Tintin Anna. n'oa ket evid e zaouarn, ha ma kendalc'h e vo paket en toull-bac'h ne vo ket pell.

(4) Kouezhañ e veudoù en e zaouarn : voir meudoù.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...