Devri

barn .1

barn .1

f./m. –où, –ioù

I. F. (droit)

A. (action de juger)

(1) Jugement.

(1521) Cc [barner]. Idem Censura re. g. iugement de court deglise. brit. barn en les ylis. ●(1530) Pm 274. na deuhent quet / Dan barnn, tr. «ne pas venir / Au jugement.» ●(1575) M 1274. prydiry an barnou, tr. «méditer les jugements.» ●1871-1872. barnn den, so ven hep soutenanç, tr. «le jugement de l'homme, qui est vain, sans appui.»

(1659) SCger 131a. barn, tr. «iugement.» ●(1732) GReg 550b. Jugement, Sentence renduë, tr. «Barn

(1847) FVR 41. eul lezen / Garvoc'h eged ann holl varno.

(1907) AVKA 69. ma barn a zo herve ar lealdet.

(2) Mont e barn gant ub. : aller en justice avec qqn.

(1913) AVIE 82. Ha mar bé unan benak é klah monet genis é barn eit lemel te sé genis, lausk hoah ha vantel de vonet getou.

(3) Lakaat ub. e barn : juger qqn.

(1847) FVR 149. Chetu kenta ober ar Gonvansion : he brasa hag he gwasa a oe lakaat ar Roue e barn.

(4) (Lakaat) barn war ub. : juger qqn.

(1866) LZBt Ebrel 105. dibennet raktal hep barn e-bed war-n-he.

(5) Dougen ur varn : rendre un jugement.

(1732) GReg 550b. Rendre un jugement injuste, tr. «Douguen ur varn disleal.»

(6) Barn izel : basse juridiction.

(1732) GReg 888a. juridiction subalterne, tr. «barn isel

B. (lieu du jugement)

(1) Cour.

(1732) GReg 223b. Cour, lieu où les Juges exercent leur Juridiction, tr. «barn. p. barnyou, barnou.» ●552b. Juridiction, Tribunal, où l'on plaide, tr. «Barn. p. barnou

(2) Ar gador-varn : le tribunal.

(1878) EKG II 198. Ar gador-varn e deuz roet ar varnedigez a zo aman varlerc'h.

(3) Lez-varn : tribunal.

(1868) FHB 167/87b. alier e lezvarn Roazon.

(1910) MBJL 176. Neuze e tigasont anê dirag o lezio-barn.

(4) Ti-barn : tribunal.

(1866) LZBt Gouere 138. ac'hane am c'haser da di-varn ann dorfetourien.

(1906) KPSA 207. e ti-barn Pilat. ●(1907) KANngalon Gwengolo 488. er meaz euz an tiez barn.

II. F. (religion)

(1) Ar varn ziwezhañ : le jugement de Dieu, jugement dernier.

(1659) SCger 71a. iugement dernier, tr. «barn diueza.» ●(1732) GReg 550b. Le Jugement dernier, tr. «Ar varn divezã

►absol.

(1575) M 643. An Barnn á vezo striz, ha piz, tr. «Le Jugement sera sévère et rigoureux.»

(2) Deiz, devezh ar varn (ziwezhañ) : le jour du jugement dernier.

(1638) Peiresc 4. Que na vezo deuez ar varn, tr. «Jusqu'à ce que ce soit le jour du jugement.»

(1803) MQG 10. C'hoarzit eta ho coalc'h ac'hann da zeiz ar varn. ●(1872) DJL 37. Ha da ze ar Varn, eüruz nep vo divlam.

(1903) MBJJ 120. hag e vefomp adbueet gantan de ar varn divezan.

(3) Lez-varn ar binijenn : confessionnal.

(1911) BUAZperrot 627. Epad ar c'hoarïz, e chome e lez-varn ar binijen, adaleg peder heur diouz ar mintin beteg kreiz deiz, da govez e c'hoazed.

III. M. (philosophie) Jugement.

(1962) EGRH I 12. barn m., tr. « jugement (en philosophie). »

IV.

A.

(1) Gant gwir varn : à juste titre.

(1866) FHB 69/131b. Ret a oe senti, hag e leverjont etrezho : gant guir-varn eo e c'houzanvomp kement-ma, rak pec'het hor boa enep hor breur.

(2) Ober gwir varn =

(1866) FHB 96/347b. Doue a ra guir-varn abred pe zivezad.

B. [terme qui renforce les adv. interrog.]

(1) Penaos ar varn ? : comment diable ?

(1943) FHAB Gouere/Eost 325. Holl edont eno, ha gant nec'hamant e c'houlennent penaos ar varn e oa bet dallet ken trumm all ar baotred yaouank.

(2) Pelec'h ar varn ? : où diable ?

(1945) DWCZ 11. E pelec’h ar varn eo bet ar vaouez kaez-se o pesketa eun ano evel hennez ?

IV. Gortoz betek trompilh ar Varn : voir trompilh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...