Devri

arouez

arouez

f. & conj. –ioù

I. F.

A.

(1) Symbole.

(1732) GReg 61b. Attribut, symbole qui marque le caractere d'une chose, tr. «Azroüez. p. azroüezou.» ●868a. Simbole, tipe, signe, tr. «Azrouëz. p. azrouëzyou.» ●Le chien est le simbole de la fidélité, tr. «Ar c'hy a so an azrouëz eus ar fidelded.»

(1927) GERI.Ern 25. arouez f. pl. iou, tr. «Signe, attribut, symbole.»

(2) Signe.

(1659) SCger 51a. donner vne enseigne ou marque, tr. «rei vn arouez.» ●130b. azroue, tr. «signe.»

(1866) FHB 97/356b. Lakeit evez mad da viret ma zabat, an deiz a hean : rag bez ez eo eur zin, eun arvouez etre me ha c'hwi euz an eil rum tud d'egile. ●(1882) BAR 114. eun araouez (sic) emoc'h dreist oll didan va goard. ●227. ha setu aman an arouez pe ar merk a gement-se.

(1925) FHAB C'hwevrer 50. Ha ne ve ket eur c'hoz manac'h bennak en dije hirio strobinellet ac'hanon, taolet warnon eun arouez a valloz ?…

(3) (marine) Amer, repaire sur terre pour les marins.

(1869) FHB 243/268b. an tour a virer da zervichout da aroez d'an dud a vor evit mont ha dont e rad Brest.

(4) (militaire) Signal.

(1978) BAHE 99-100/64. Un toullad devezhioù kent, o devoa klasket ar c’hirri-nij saoz diskenn armoù, met re deñval e oa an amzer ; ha ne wele ket ar garrnijourien an arouezioù a veze graet dezho diwar an douar gant pilioù elektrik.

(5) [au plur.] Façons, manières.

(1944) EURW I 116. An degemer-mañ a voe karadek, ha kuit a aroueziou.

(6) Intersigne.

(1499) Ca 11a. Argoez. g. entreseigne.

(7) Marque, signe sur le visage.

(1732) GReg 604b. Marque naturelle au visage, tr. «Aroüez. p.

(8) Image.

(1906) KPSA 18. An Aviel a zo leun a arouesiou hag a skeudennou deread evit sikour an ene da glevet mad gwirionesiou Doue.

(9) (pathologie) Symptome.

(1920) MVRO 59/1a. a zoug skler aroueziou an droug-skevent (Tuberculose pulmonaire).

(10) Sort.

(1557) B I 685. Cheden an aroez na ra soez a coez dit, tr. «voilà le sort qui t'est réservé, ne t'en étonne pas.»

B. [en locution]

(1) Arouez ar groaz : signe de croix.

(1557) B I 185. Ha oar ho querchenn astennet / Aroez an glan croaz, tr. «faites sur vous le signe de la sainte croix.»

(1931) VALL 692a. signe de croix, tr. «arouez ar groaz.» ●faire un signe de croix, tr. «lakaat arouez ar groaz en e gerc'henn.»

(2) Reiñ un arouez : faire un signal.

(1732) GReg 866b. Signal, tr. «Azrouëz. p. azrouëzyou.» ●Donner, ou faire un signal, tr. «Rei un azrouëz

(3) Arouez ar ged : le mot de passe.

(1732) GReg 480a. Le mot du guet, tr. «Arouëz ar gued

II. Loc. conj. En arouez ma : à l'enseigne que.

(1659) SCger 51a. a l'enseigne que ie fis cela, tr. «en arouez ma ris quement-se.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...