Devri

arc'hant

arc'hant

m. –où cf. argant

I. M.

A.

(1) Argent (métal).

(1633) Nom 52b. Viaticum, viæ auxilium : argent ou dequoy pour faire son chemin : archant, pe pe á dra euit ober ænt. ●158a. Emblema : attaches pour enrichir les vaisseaux d'argent ou d'or : attachou pe staguellou euit orniff an vessel archant pe aoür.

(1867) BUE 199. eur gadeur arc'hant aouret.

(2) Argent (monnaie).

(1612) Cnf 66a. reiff archant dezo. ●(1621) Mc 34. nep à gounez archant dre choary.

(1732) GReg 50a. Argent monnoyé, tr. «Arc'hand. p. arc'hanchou. arc'hand mouneizet.» ●538b. Emprunter de l'argent à interet, tr. «Empresta arc'hand var gampy.»

(1834) SIM 159. conta e arc'hant. ●160. Ar arc'hant-se (...) pehini oun bet fin aoüalc'h evit e bipa tout. ●170. ar fermier a c'honneze arc'hant mad.

B.

(1) Arc'hant sec'h : argent non placé.

(1732) GReg 50a. Argent oisif, tr. «arc'hand seac'h

(18--) PENdast 90/157. Roet e moa dide tra da dad / En arc'hant sec'h ag e dillat. ●(18--) PEN 93/57. roet e mes dide tra ta dat / en arc'hant searc'h ag e dillat.

(1931) VALL 35b. argent non placé, tr. «arc'hant sec'h

(2) Arc’hant diskuizh : argent épargné.

(1908) PIGO II 109. Te, Jakez, 'teus arc'hant diskwiz...

(3) Arc’hant dibres : argent épargné.

(1928) FHAB Meurzh 89. Eno tud ar barrez a laka o arc'hant dibres.

(4) Arc’hant dizolo : argent comptant.

(1732) GReg 50a. Argent comptant, tr. «arc'hant disolo

(1931) VALL 35b. argent comptant, tr. «arc'hant dizolo

(5) Arc'hant laosk : argent disponible.

(1931) VALL 35b. argent non placé, tr. «arc'hant laosk

(6) Arc'hant a-benn : argent comptant.

(1942) VALLsup 35b. argent comptant, tr. «arc'hant a-benn

(7) Arc'hant gwenn =

(1850) JAC 31. Me ho pêo en aour pe 'bars en arc'hant güenn.

(8) Arc'hant-butun : pourboire, argent de poche.

(2005) SEBEJ 208. (Ar Yeuc'h) Pas de salaire, mais il fut sous-entendu que je pourrais bénéficier de quelque argent de poche, arc'hant butun.

(9) (droit) Sevel en arc’hant lod ub. : (donner) l’équivalent du bien de qqn en argent.

(1957) BRUD 2/29. Ar hiz a zo gand ar gerent, e-touesk ar Hlaziked, d’ober o dilez pa zimez ar hosa euz o bugale ha da roi deañ ar stal-diegez hag an douar, gand diviz da vaga an tad hag ar vamm ha da zevel en arhant o lod euz an danvez d’e vreudeur ha d’e hoarezed.

(10) (droit) Sevel arc’hant : rembourser une créance.

(1942) SAV 23/64. Deuet e oa da sevel arc’hant (rembourser une créance) ha da dennañ kuitañs (retirer quittance).

(11) (droit) Kaout e zanvez en arc’hant : soulte.

(1942) SAV 23/65. E zanvez en devoa bet en arc’hant (soulte) hag an tiegez a oa bet roet d’ar breur p’o devoa graet o zud o dilez (donation-partage) kalz vad (plus-value) a oa deuet en douar abaoe ar mare-se.

II.

(1) [empl. avec valeur de plur.] =

(1878) EKG II 127. N'oa neuze nemed beza rustoc'h ha mestr an ti en diviche digaset d'eoc'h he arc'hant var an daol ha n'o piche da ober nemed ho c'harga enn ho sac'h.

(1908) DIHU 34/55. mes en argand, allas ! ne oent ket mui ino. Gout e hré reih mat penaus en argand-sé n'hellent bout nameit get unan ag en ti. ●(1928) BFSA 18. Arc'hant a c'houneze aes a-walc'h, hag o dispign a rae aesoc'h c'hoaz.

(2) [empl. avec un art. ind.] Un arc'hant =

(1866) LZBt Ebrel 130. eunn arc'hant hag a dalveo kalz d'he. ●(1888) LTU 32. dispign, evel tud ar bed, eunn arc'hant braz e dillad.

(1902) LZBg Gwengolo 240. rein d'ein un argandig benak. ●(1913) FHAB C'hwevrer 51. pa oue roet eun arc'hant bras evito.

III.

A.

(1) Sklaer evel an arc'hant : très clair. Cf. sklaer evel dour feunteun, evel lagad (un / an) naer, evel an deiz, evel skorn.

(1902) PIGO I 200 (T) E. ar Moal. Gwaziou dour-red, kuzet dindan ar bokedou, a hiboude, sklêr 'vel an arc'hant, war treaz melen evel an aour.

(2) Heoliañ arc'hant : amasser de l’argent sans en tirer parti.

(1878) SVE 583. Heolia arc'hant, tr. L.-F. Salvet «Ensoleiller argent. (Entasser son argent, sans en tirer parti.)»

(3) Na ober arc'hant war an oaled : ne pas rouler sur l’or.

(1962) TDBP II 380 (T). Amañ ne vez ket gret an arhant war an oaled, tr. J. Gros «ici on ne fabrique pas l'argent sur le foyer (ici on ne roule pas sur l'or).»

(4) Dastum arc'hant evel ur mengleuzier : amasser beaucoup d’argent.

(1857) CBF 42 (L). Ebatoc'h eo d'id-te dastum arc'hant evel eur mengleusier. Ne ve ket pec'hed ha pa vefe tizet, te ha da seurt, peb enn amzer, tr. Troude/Milin «...ramasser de l'argent comme un mineur.»

(5) Klask kaout ar marc'h hag an arc'hant : voir marc'h.

(6) Dastum arc'hant gant ar bal-dol : voir pal-dol.

(7) Kaout ur galon arc’hant : voir kalon.

B. Eus ar mor e teu arc’hant : la mer est pleine de ressources poissoneuses.

(1980) MATIF 137. Euz ar mor e teu arc’hant, tr. « De la mer il vient de l’argent ».

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...