Devri

a-du

a-du

adv. & prép.

I. Adv.

A.

(1) Disposé à.

(1872) ROU 71. A-du, tr. «qui peut s'adapter à, disposé à.» ●(1876) TDE.BF 5b. A-du, prép., tr. «En disposition de faire. » ●En em lakaat a du da ober, tr. «se disposer à faire.»

(1913) KZVr 25 - 24/08/13. A-du, tr. «disposé (à), qui peut s'adapter (à).»

(2) Adroitement.

(1913) KZVr 25 - 24/08/13. A-du, tr. «adroitement, comme il faut.»

(3) Mont a-du : aller de côté, à à part.

(1857) AVImaheu 113. chomet a-men é pad ma hein un tamicq a dû eid gobér me feden.

(4) Kontañ udb. a-du : raconter qqc. à part, de côté.

(1878) EKG II 312. C'hoarzin a rea kalounek gand an nep a gounte d'ezhan a-du eur marvaill brao.

(5) Tennañ ub. a-du : prendre qqn à part.

(1869) TDE.FB 654. Prendre quelqu'un à part, tr. «tenna a du

(6) Dont da gavout ub. a-du : venir trouver qqn.

(1857) AVImaheu 69. Nezé en disciplèd e tas de gavouèt Jesus a dû, hag int e laras dehou : (…).

(7) (en plt du vent) C'hwezhañ a-du : être favorable.

(1939) KOLM 80. Keméret é Libran ér vag hag en aùél e huéh a du.

(8) Treiñ a-du gant ub. : être favorable à qqn.

(1957) BAHE 11/14. Kavout a rae koulskoude d'an Aotroù Perrot ha da Erwan ar Moal e troe an darvoudoù a-du ganto.

B. Adj.

(1) (météorologie ; en plt du temps) Favorable.

(1925) FHAB Gwengolo 354. An amzer, gwasa pez a oa n'edo ket a-du.

(2) (Endroit) Favorable.

(1847) FVR 170. en em dennet enn eul lec'h all bennak a du, evit ober a pez a rec'h dre gustum.

(3) (en plt de qqn) D'accord, disposé favorablement.

(1933) ALBR 16. Eskibien ha Renerien vras ar Skoliou a zo a-du.

(4) Avel a-du : vent favorable.

(1961) LLMM 86/150. ha herr warnañ e skare ar « Honeymoon » gant avel a du.

C. Loc. adv. A-du hag a-dal : d'un côté et de l'autre, des deux côtés.

(c.1718) CHal.ms iv. on l'a battu dos et ventre, tr. «pilet e bet a du, hac a dal

(1955) STBJ 114. e tilammas da vouchat dezi a-du hag a-dal.

II. Loc. prép.

A.

(1) Vers, dans la direction de.

(1877) EKG I 228. ar c'habiten Kivoron a ioa var hent Arc'hantel o sellet ouc'h ar mor, a du Bro-Zaoz.

(2) A-du dirak =

(1903) MBJJ 11. Adammigo bihan e tro ar Brovans a du diragomp.

B. A-du gant.

(1) D'accord avec qqn, qqc.

(1790) MG 157. hum laquad a du guet-t'ai é peb-occasion.

(1877) EKG I 207. An Aoutrou Levot, enn he leor, hervez va c'hreden-me, a zo demdost a du gant ar republikaned. ●(1878) EKG II 8. ekreiz an dud a zo a du ganeomp. ●(1882) BAR 192. Doue hag ar Verc'hez a ioa a du ganthan. ●(1894) BUZmornik 35. Ann impalaer Konstans a ioa a du gantho.

(1903) MBJJ 13. An holl dud a zoare zoken a yeaz a-du gante. ●(1908) PIGO II 43. Sonj eman da vam a-du ganit. ●(1913) KZVr 25 - 24/08/13. a-du gant, tr. «du parti de.» ●(1921) PGAZ 45. da dud ar vugale eo beza a-du gant ar Viztri. ●(1935) BREI 398/3d. ober bep bloaz, dre skrid, eun adtremen war gement a ve bet graet a-du gant ar brezoneg.

(2) Du côté de, dans la direction de, vers.

(1903) MBJJ 11. A du gant an douar, ne welet ken eur blenen veinek. ●59. en tu deo, a du gant ar Sisil. ●154. ar berejo a c'holo krab ar mene a du gant traouien Jozafat. ●(1907) AVKA 75. Goude e hadsavas a du gant beg ar mene. ●102. Goude e hastenas e dorn a du gant e diskibien. ●(1932) BRTG 128. obér pemp tro a du get en héaul.

(3) En faveur.

(1905) HFBI 66. lésennou nevés, a voa gréat à du gant ar bobl.

(4) Du côté de (moralement).

(1912) GMGE 24. Al lealded a zo a du ganeomp (La Résistance, février 1899).

(5) Sevel, treiñ a-du gant ub. : prendre le parti de qqn.

(1854) PSA I 36. Ne saùein quet mé a du guet mar-a-unan. ●(1894) BUZmornik 248. ann impalaer Valens, o veza troet a du gant ann Arianed.

(1904) SKRS II 13. eleac'h trei a du gantho. ●(1910) ISBR 280. pear [eskob] hembkin e droas a du get en Iliz plouz.

(6) Treiñ ub. a-du gant : faire prendre le parti de, gagner, rallier qqn à une cause, à qqn.

(1911) BUAZperrot 430. Kas a reas Modestus da gaout Bazil, da glask e drei a du gant Arius.

C. En em lakaat a-du da : se disposer à.

(1890) MOA 221a. Se disposer à, tr. «en em lakaat a-du da

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...