Devri

a-barzh

a-barzh

prép., adv. & conj. cf. e-barzh

I. Prép.

A. [devant un. subst.]

(1) Dans.

(1824) BAM 36. evit en em laquat er stad hac er guir e pehini emedoc’h abars ho pec’het.

(2) Avant.

(1824) BAM 317. ar graguez yaouanc abars o c’henta guilloud. ●(1857) CBF 17. abarz kreisteiz, tr. «avant midi.» ●(1866) FHB 73/163b. tri bloaz abarz he varo.

(3) D’ici.

(14--) N 777-778. Fallacryez sorcerezou / A gruif hep gou a parz dou dez, tr. «je ferai (…) / De funestes sortilèges, / Sans mentir, dans deux jours.»

(1870) MBR 162. abarz diou pe beder heur war-n-ugent ama. ●(1878) EKG ii 219. abarz eun anter-heur aman, eman ho lizer e Kastel.

(4) A-barzh e : dans, en.

(1575) M 3080. Abarz ez ty, tr. «En ta maison.»

(c.1680) NG 666. Abarh en ty Pillat.

B. [devant un v.]

(1) Avant de.

(1710) IN I 426. abarz echui. ●(1732) GReg 62b. Avant que de lire, tr. «Abarz leenn

(1834) HEB 349. Mæs abarz partial e pedas ur mignon dezàn da gaout sourci eus e c'hreg hac eus e vugale. ●363. desqui a reas dezo ar C'hatechis, hac erfin o badeas abarz o c'huitaat. ●(1857) CBF 29. Abarz mont d’ann oferen, tr. «Avant d’aller à la messe.» ●(1860) BAL viii. Abarz coves.

(1942) SAV 23/64. a-barz kas al libell.

(2) A-barzh da : avant de.

(1857) LVH 12. abarh d’er gobér.

II. Adv.

A. temp.

(1) Avant.

(1847) BDJ 52. E-leac’h ober fea warnhon, evel ma rea habars.

(2) D’ici peu.

(1908) FHAB Du 342. a nebeudou soken e save c’hoant ganti da essa ; abars n’eo ken eur c’hoant bihan e devoa ken, mes eun ioul bras.

(3) A-barzh pell : avant peu, rapidement.

(1964) ABRO 9. A-barzh pell em boe gouiziegezh war ar jedoniezh ha skiant ar verdeadurezh hag e tapis difazi an tu da embreger ar gouelioù, da roeñvat ha da sturiañ.

B. spat.

(1) Dedans.

(1499) Ca 3a. Abarz. g. dedans. ●g. dedans mettre. bretonice. lacat abarz. ●(c.1500) Cb 9a. Abarz. gal. dedans. ●14b. [antren] g. entrer dedans. b. antren abarz. ●(1575) M 3235. Abarz ha mæs, tr. «Dedans et dehors.»

(17--) TE 99. Moïse e zressas en Tabernacl ha col er péh e oai de laquad abarh. ●(17--) EN 3339-3440. an dour o viruin, / ma voan toled a bars, evid ma discornin, tr. «l’eau était à bouillir, / en sorte que je fus jeté dedans pour me dégeler.»

(2) (danse) Kas a-barzh : danse du pays vannetais.

(1963) TDBB 305. Suivant les terroirs le kas abarh est venu modifier une danse qui en était encore au stade ronde ou déjà au stade chaîne ouverte.

(3) Attr. (jeu) Bout a-barzh : compter, à cache-cache.

(1913) BUKE 6. Hoariamb ataù. Più e vo abarh ?

III. Loc. adv.

(1) A-barzh ar fin : à la fin.

(1894) BUZmornik 10. Abarz ar fin e timezas, hag e devoue kalz bugale. ●358. Abarz ar fin zoken e roaz d’ezhan eur vountadenn hag her pilaz enn eur bern pri-raz.

(1905) HFBI 66. més abars ar fin, he rankent plegua ho c’hribéllou savet gant’ho ken huel, araok.

(2) A-barzh-fin : à la fin.

(1910) MAKE 94. A barz fin, e tigouezas gantan Noun.

(3) A-barzh fin ar gont : en fin de compte.

(18--) AID 471. Me a voye en dige abars fin ar gont, tr. «Moi, je savais qu’avant la fin du compte.»

(4) A-barzh-koulz : avant le moment, trop tôt.

(1732) GReg 62b. Avant le tems, tr. «abarz cours

(5) A-barzh-nebeut : avant peu, d’ici peu.

(1877) EKG i 9. n’edo ket azindan-zivin e viche, abarz nebeut, goulennet diganthan ar memes tra. ●192. Abarz nebeut oa pemp muntrer a renk. ●237. e viche abarz nebeut skubet an dud-fall-se divar an douar. ●(1878) EKG ii 67. her gouzout a rign abarz nebeut.

(6) A-barzh-nebeut amañ : avant peu, d’ici peu.

(1877) EKG i 244. abarz nebeut aman, me a vezo adarre distro en ho touez.

(7) A-barzh-nemeur : avant peu, d’ici peu.

(1710) IN I 247. abarz nemeur e teuor d’en em hardizzat. ●(1732) GReg 477a. Il guérira dans peu, tr. «selvel a rayo abarz nemeur

(1857) CBF 98. am euz aoun na zistagfe ar chans vad diouz-in abarz nemeur, tr. «je crains, avant peu, de voir changer ma bonne fortune.» ●(1864) SMM 214. hor receo abars nemeur. ●(1876) TDE.BF 583a. Spanaat a raio ar glao abars nemeur, tr. «la pluie cessera bientôt.» ●(1877) EKG i 277. abarz nemeur e velchomp daouzek pe bemzek soudard var loan. ●(1878) EKG ii 170. abarz nemeur n’en devezo mamm ebed ken. ●(1889) SFA 228. her greot abarz nemeur. ●275. e z’ign abarz nemeur d’he velet d’ar bed all. ●(1894) BUZmornik 847. Abarz nemeur a oue treac’h d’ar venac’h all dre he aked d’ar bedenn.

(1911) BUAZperrot 38. Abarz nemeur e varvas eskop Poitiers. ●(1922) FHAB Du 333. e vije abarz nemeur test eus a draou souezus.

(8) A-barzh-nemeur amañ : avant peu, d’ici peu.

(1878) EKG ii 193. abarz nemeur aman, ne deuio ken ar veleien da gounta d’eomp ho zorc’hennou diskiant.

(1921) PGAZ 10. rag abarz nemeur ama e vezo skrivet gant an tad Jean-Louis. ●59. hag aoun am euz na veac’h kastizet gant Doue abarz nemeur ama.

(9) A-barzh-pell : avant longtemps.

(1909) KTLR 131. Abarz pell, e vo mouget an ezennig halan a deu c’hoaz divar he muzellou glazennet. ●(1910) MAKE 44. hag abarz pell eun hanter eus ar reun oa touzet diwar beg o ferc’hen. ●(1935) SARO 19. Hen diskouez a reas a-barz pell.

IV. Loc. conj.

(1) A-barzh ma : avant que.

(1732) GReg 62b. Avant que je mange, tr. «abarz ma tébrin.» ●282b. Devant que, conjonction, auparavant que, tr. «abarz ma.» ●545b. Avant que le jour se passe, tr. «Abarz ma trémeno an deiz.» ●(1752) PEll 3. Abars ma sevân, avant que je me lève.

(1860) BAL 3. abars ma varvin… ●(1870) MBR 66. Abarz ma’z aio kuit. ●(1877) EKG i 115. abarz ma teui an deiz. ●(1878) EKG ii 168. Abarz ma teuot da glask ac’hanoun-me da ober va fask.

(1957) BRUD 2/42. Esoh, avad, e oa he spered evid an derhent hag an hast da weled hoaz dremm garet he mab, a-barz ma vije douget d’ar bez, a roe nerz dei da zifrea ar gwellika ma helle.

(2) A-barzh neuze : d’ici lors.

(1962) EGRH I 3. a-barzh neuze conj., tr. « d’ici lors »

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...